Put your name here

Devezh ar
Devezh ar "brikoloù" e Roazhon
Agenda

Kafedi Istor - "Dibenn proviñs Breizh emren (Eil lodenn an 18vet kantved, betek 1790)"

Kafedi Istor : "Dibenn proviñs Breizh emren (Eil lodenn an 18vet kantved, betek 1790)" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 29 a viz Mezheven 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 23/06/19 23:51 -- mis à jour le 23/06/19 23:51
Date de l'évènement : le 29/06/2019 à 14 h à KEMPER

Kafedi Istor : "Dibenn proviñs Breizh emren (Eil lodenn an 18vet kantved, betek 1790)" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 29 a viz Mezheven 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

En eil lodenn an 18vet kantved e kendalc'h pennadurezhioù Breizh, er Breudoù ha dreist-holl er Stadoù, da zifenn start frankizoù Breizh dirak ar galloud gall. Met muioc'h-mui e teu an "unvaniezh" vreizhat-se da darzhañ pa 'z a bourc'hizion ar c'hêrioù da rendaeliñ kefridi hengounel an noblañs da zifenn Breizh, e anv ar c'hevatalder a-fet tailhoù pergen, kement-se a-unan gant selloù bourc'hizelezh ar C'hwec'hkorn, hep tamm damant ebet ken evit dibarder Breizh. Adalek an hañv 1788 e teu an disrann-se da vezañ krenn ha peurbadus da vat, pezh a lako Breizh d'en em deuziñ e roud an Dispac'h gall, ha da goll hec'h ensavadurioù dibar e deroù 1790

mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 2 ?