Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Maen Tristan e-kichen Fowydh - Delwennoù Mikael an Gov ha Tomaz Flamank e Lannaghevran - Henry Jenner, dasorc'her ar c'herneveureg
Maen Tristan e-kichen Fowydh - Delwennoù Mikael an Gov ha Tomaz Flamank e Lannaghevran - Henry Jenner, dasorc'her ar c'herneveureg
- Agenda -
Kafedi Istor - Gouel Piran : Istor Kerne-Veur hag un tañval eus ar c'herneveureg
Gouel Piran 2024 : "Istor Kernev-Veur hag un tañva eus ar c’herneveureg" (Lusket gant Rafael Urien) D’ar Merc’her 6 a viz Meurzh 2024, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Rafael Urien Par Kevredigezh Vrezhon le 29/02/24 13:14

Gouel Piran 2024 : "Istor Kernev-Veur hag un tañva eus ar c’herneveureg" (Lusket gant Rafael Urien)

D’ar Merc’her 6 a viz Meurzh 2024, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

D’ar 5 a viz Meurzh e vez lidet Gouel Piran, Gouel broadel Kernev-Veur. Un digarez evidomp-ni, gant un devezh dale, da deurel ur sell war unan (gant Kembre) eus ar broioù tostañ deomp, ken a-fet istor hag a-fet yezh.

Ul lodenn eus Preden ne oa ken Mervent an enez, annezet gant Dumnonii, treuzfurmet e rouantelezh Devnon (pe Domnonia) e dibenn an Henamzer/deroù ar Grennamzer, disrannet diouzh ar Vrezhoned all avat goude emgann Dyrham e 577. Ul lodenn eus he foblañs a zivroas da Walarn Galia, a zeuas da vezañ "Breizh", ha rouaned o defe renet war an dro war an daou du eus ar mor, evel Mark Konomor er 6vet kantved.

Da heul kiladenn ar Vrezhoned dirak araokadennoù Saksoned rouantelezh Wessex e lezas rouantelezh Devnon plas da hini Kernev-Veur, faezhet a-benn ar fin gant Wessex en 9vet-10vet kantved : echu e oa gant he dizalc’hiezh. Adalek donedigezh an Normaned e dibenn an 10vet kantved hepken avat e teuas yev ar rouantelezh saoz da vezañ kreñv. Betek ar 16vet kantved e viras Kernev-Veur ensavadurioù dibar, oc’h en em sevel zoken pa voent lakaet en arvar, evel e 1497, met ivez darempredoù stank gant Breizh, pa chomas tost-tre an div yezh.

Disrannet e voe Kernev-Veur ha Breizh gant Adreizhadur relijiel ar 16vet kantved, hag enframmetoc’h e voe e Bro-Saoz, tra ma kile ar c’herneveureg evit mont da get e dibenn ar 18vet kantved.

Ar Reveulzi c’hreantel, hag ar mengleuzioù pergen, a stummas don dremm Kernev-Veur en 19vet ha zoken en 20vet kantved, daoust m’en deus kemmet kalz an armerzh gant diorren obererezhioù all evel an touristerezh. Adsavidigezh ar c’herneveureg evel yezh komzet gant Henry Jenner, e deroù an 20vet kantved, a loc’has dihun eus an emskiant vroadel e Kernev-Veur.

Voir aussi :
4  0  
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons