Put your name here

Bibl brezhonek, embannet gant an Tour-tan
Bibl brezhonek, embannet gant an Tour-tan
Agenda
Kafedi Istor - Istor ar Bibl e brezhoneg
Kafedi Istor - "Istor ar Bibl e brezhoneg" (lusket gant Tepod Gwilhmod), d'ar Sadorn 9 a viz Kerzu 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 29/11/17 23:42 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Date de l'évènement : le 09/12/2017 à 14 h à KEMPER

Kafedi Istor - "Istor ar Bibl e brezhoneg" (lusket gant Tepod Gwilhmod), d'ar Sadorn 9 a viz Kerzu 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER N’eus ket keit-se ez eus troidigezhioù eus ar Bibl e brezhoneg : an hini gentañ a zo gant «reizher ar brezhoneg», Ar Gonideg, embannet e 1866, met n’eus hini ebet evit c’hoazh anavezet gant an Iliz katolik. Teir zroidigezh eus an Testamant Nevez disheñvel a implij an Iliz katolik hiziv an deiz, a verk doareoù disheñvel da sellout ouzh ar brezhoneg, unan poblelour Eskob Fave), egile begennelour (Maodez Glanndour), ar pezh en deus degaset freuz abaoe donedigezh ar yezh el lideerezh goude Vatikan II.

Abaoe 2012 ez eus un arnod da sevel ur Bibl lidadurel klok e brezhoneg da heul al labourioù nivererus a-walc’h, a zo bet e brezhoneg abaoe 150 vloaz.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 2 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.