Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Beltram Argantred hag Arthur de La Borderie
Beltram Argantred hag Arthur de La Borderie
- Agenda -
Kafedi Istor - Istor Istorioù Breizh

Kafedi Istor : "Istor Istorioù Breizh" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 26 a viz Mae 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 22/05/18 3:38

Kafedi Istor : "Istor Istorioù Breizh" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 26 a viz Mae 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

En Historia Regum Britanniae ("Istor Rouaned Preden") Jafrez Menoe, en 12vet kantved, e voe gouestlet ul lodenn anezhi da Vreizh ha d’he rouaned abaoe Konan Meriadeg, met adalek grez ar Voñforzhed dreist-holl e tiorroas ul lennegezh Istor, evit reizhabegiñ levierezh dizalc’hour an duged. Politikel-tre e chomas Istorioù Breizh e-pad pell. Pêr ar Baud hag Alan Bouchard e voe istorourion bennañ renoù Frañsez II hag Anna, ha Beltram Argantred a embannas gant entan ar savboent brezhon. Da dalañ ouzh kontrollerezh an unpenniezh c’hall hag ouzh dislavar an istorourion c’hall en doa bet. Kendalc’het en eus an istorouriezh e Breizh er c’hantvedoù, met Arthur de La Borderie e dibenn an 19vet/derou an 20vet kentved a verk un troc’h, gant un emzalc’h a venn bezañ skiantel, daoust ma voe rebechet dezhañ meur a si, da c’houde. Meur a levr Istor Breizh a voe embannet war e lerc’h, a vent disheñvel.

Ar pep brasañ eus pezh a voe embannet a-fet Istor Breizh a voe skrivet e yezhoù estren. Petra a voe embannet war an dachenn-se e yezh ar vro a zo studiet avat ? Ha dreist-holl, petra a ra diouer evidomp-ni, petore hent a rankomp heuliañ da sevel ur gwir Istor broadel ?

Voir aussi :
mailbox
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 4 ?