Put your name here

Agenda
Kafedi Mezekniezh - "Ar vugale ganet divrec'h"
Kafedi Mezekniezh : "Ar vugale ganet divrec’h" (lusket gant an Dr Youn Gourves) D’ar Sadorn 15 a viz C’hwevrer 2020, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper
Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 31/01/20 16:22 -- mis à jour le 31/01/20 19:35
Date de l'évènement : le 15/03/2020 à 14 h à KEMPER
49962_1.jpg
An Dr Youn GOURVES

Kafedi Mezekniezh : "Ar vugale ganet divrec’h" (lusket gant an Dr Youn Gourves) D’ar Sadorn 15 a viz C’hwevrer 2020, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper

Skoet eo bet meur a hini gant keloù c’hoarvezadenn ar vugale ganet hep brec'h. 100  bugel a vez paket bep bloaz gant seurt skoilh-se.

Klasket en deus an Dr Youn Gourves pleustriñ war ar gudenn, peseurt hentennou a ranker heuliañ en imbourc'h, penaos displegañ kement-se...

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 2 commentaires
  iffig
  le Vendredi 31 janvier 2020 21:05
ABP he deus renket ar c'hemenn-mañ evel ur pennad "gastronomie" !!
(0) 
  Rafael Urien
  le Vendredi 31 janvier 2020 23:40
N'eo ket ABP. Ur rummad a zibaban, p'eo ret en ober ha dre zegouezh (ha dre voas an hini "gastronomie") pa n'eus kinnig ebet en hon yezh. Pa vo kinniget rummadoù en hon yezh e tibabin gant aked pehini a glot ar gwellañ gant an dodenn. Met mard eo kinniget rummadoù e galleg, ne ra forzh deomp mard eo "gastronomie", "nécrologie", "sport", "agriculture"...hag a zo skrivet, ha pa sellfe an darvoud ouzh an Istor, ar yezhoniezh, ar skiantoù, al lennegezh...
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 8 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.