Publié le 21/10/22 22:45 -- mis à jour le 21/10/22 22:45

Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ?...hag a-raok ?"
(lusket gant Rafael Urien)
D’ar Yaou 27 a viz Here 2022, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Setu erru neuze mare kala goañv. Gant petra e c’hallfemp plediñ neuze ? Gouelioù sot-nay made in USA mat evit bugaligoù un disterig diwezhat ? Pe chom gant ur meneg diwar-c’horre eus ar re dremenet gant arouezioù ken sot-nay a gaver war ar rouedadoù kevredigezhel ?
Ha ma tennfemp, er c’hontrol, digarez eus gouel an Anaon evit, dres, gouzout hiroc’h diwar o fenn ? Ha komz siriusoc’h – pezh ne dalvez ket "tristoc’h" evit se, eus an tabou klokañ a c’hall bezañ : ar VARVIDIGEZH (an darvoud) hag ar MARV (ar stad a zeu da heul) ? N’eo ket re, da gentañ-holl, diouzh sell ar relijion-mañ-relijion : diouzh sell an enklaskoù skiantel a vez kaset war-raok ne lavaromp ket, abaoe labourioù Raymond Moody hag Elisabeth Kübler-Ross er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 pergen. Da c’houde e c’hallimp keñveriañ disoc’h an imbourc’hioù-gant kredennoù hengouel ar relijioù pe gant krennoù "folklorel" ar bobl-mañ-pobl : ha dislavarus e vefent ? Ha doareoù poblek ha denel e vefent, er c’hontrol, eus pezh a c’hoarvez pe a c’hoarvezo da bep hini ac’hanomp ? Rak, ha pa’z afe da get hon emskiant pe ha kendalc’hfe, diaes eo goulakaat e varfemp e doareoù disheñvel diwar zigarez omp Brezhoned pe Papoued, diwar zigarez hon c’hredennoù relijiel pe folklorel disheñvel.
Hogen ma c’haller bezañ prederietoc’h, evit abegoù anat, gant pezh a c’hoarvez "goude", prederiañ don war ar "goude" a zegas buan da brederiañ war an "a-raok" : prederiañ war ar marv a zegas, pezh a zo pouezusoc’h a-benn ar fin, war ar vuhez. Ha penaos e voe "krouet" hon emskiant, tra dizanvezel ? Eus an danvez, dres, evel disoc’h un argerezh kimiek luziet savet gant neuron hon empenn ? Pe, er c’hontrol, abalamour da natur disheñvel-krenn an emskiant (tra dizanvezel) ha ar c’horf (tra danvezel), o defe tonkadoù disheñvel a-raok ha goude hor "buhez" denel : bezañ krouet diwar kelligoù deuet eus hon tadoù hag hor mammoù, mont da boultr goude hon tremenvan, evit ar c’horf ; bezañ bet a-raok ha kenderc’hel da vezañ goude ?
Lakaomp neuze e c’hallfe bezañ ur gwirvoud en tu-hont d’ar pezh hol laka hon emskiant denel da verzout : petra e c’hallfe bezañ ? Ha gallout a rafemp mont e darempred gantañ ? Ha reizh e vefe klask en ober ?
Anat a-walc’h ne vo ket displeget deoc’h, krenn-ha-krak "Setu pezh a c’hoarvez ha pezh a zo da c’houde", met kentoc’h setu pezh hol lak da soñjal disoc’hoù an enklaskoù. N’eus ket anv amañ da "c’houzout" : "gouzout hiroc’h" ne lavaromp ket.
Evezhiadenn : ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ un banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.
- Marijo Mellouët aet d'an Anaon : bro Kemperle e kañv par Kerne Multimedia le 22/07/2022
- Aet eo Mona Bouzeg d'an Anaon : brezhoneg ar vro e penn he stourm par Kerne Multimedia le 24/04/2022
- Aet eo Angèle Jacq d'an Anaon par BREZHOWEB le 13/04/2021
- Lucien Gourong zo aet d'an Anaon par Kerne Multimédia le 18/02/2021
- Aet eo ar stourmerez Simone de Bollardière d'an Anaon par Kerne Multimédia le 08/12/2020
- Aet eo da anaon Nicole, gouelañ a ran. Nicole est partie, je pleure par Didier Lefebvre le 31/08/2019
- Da anaon eo aet FANCH MORVANNOU par ex-reporter à l'ancien hebdo de Karaez: Breizh-info avec Charlie le 07/05/2019
- Aet eo Valentine da Anaon par Blaz produktion le 20/11/2018
0 | 0 | Tweet |
![]() |
.
Ma sellout pizh ouzh ar geriou : an « emskiant » (psikologiezh hag all) a zo danvezel, pa vez dizanvel an « Ene » (lakomp, ar pezh n’eo ket danvezel en den). Ne vank ket a dud a a zo o savboent « danvezelour » pe « hollzanvezel » - cf geriadur Favereau (voir le site) - Ur choaj eo ha ne c’hell ket bezañ diazezet war ar skianchoù, dre ar skianchoù a zo o zachennad hini an danvez nemetken.
.
Dav eo mennegiñ daou dra :
. An EMI (« expériences de mort imminente », e galleg), ken dedennus ma vefent da studiañ, ne c’hellont ket bezañ lakaet e-barzh an dachenn speredel. Skiant-prenet speredel n’emaint-ket. Er c’hontrol, pa vez ur skiant-prenet speredel ez eus Doue e-barzh ar jeu. Setu perak, ez eo diaes , evidon-me, « gouzout hirroc’h » hep derc’hel kont eus ar pezh a lâr deomp ar Bibl, da skouer.
. E reizh gall, n’eus displegadur (« definition » e galleg) ebet eus ar « Marv ». Ar mezeg eo a ziviz hag a zo aozet da zikleriañ emañ marv unan bennak. A-wechoù ez eo anat, a-wechoù n’eo ket – soñjit ‘ta, da skouer, n’eo ket a-walc’h kaout ur c’hlopennad-tredan plad (« électro-encéphalogramme plat », e galleg) –
A galon,
2) An NDE n'int nemet un nor a-boan digoret war an trahont. Petra 'zo da c'houde, en tu-hont d'ar "vevenn" ? Diaes da lavarout. Ha ret eo neuze tennañ kont eus mamennoù all (testeni mediomed, doareoù all da resev "heklevioù" a-berzh an Anaon, studiet gant François Brune da skouer...). Hag er bed all En deus Doue e blas. Diaes lavarout hag-eñ e vefe Doue hag a zo ar "Boud a sklêrijenn" a gomz anezhañ tud o deus buhezet NDE.
3)N'on ket-me gwall brederiet da c'houzout hag-eñ e vefe un termenad resis eus arr "marv" gant an "Ordre des médecins" e Bro-C'hall. Hag en Alaman ? Hag e Breizh-Veur ? Ha e Japan ? Padal en deus Jean-Jacques Charbonier, da skouer, diskouezet en deus emdroet termenadur ar "marv" a-hed an Istor, hag e c'haller c'hoazh ober un diforc'h etre "marv-kalon" ha "marv-empenn". Ha moarvat e c'haller termenañ stad ar re a vuhez un NDE evel ur stad-etre, p'eo aet o emskiant er-maez eus o c'horf, pa verzont dija boudoù eus an trahont, met pa n'int ket aet c'hoazh en tu-hont d'ar "vevenn" ne zistroer anezhi da c'houde...