Ur c'hampionad leun a arlivioù!
Deuit da stlapañ ho taouarn evit souten al lazoù-kanañ : Kan Izel Vor (Ar Forest-Fouen), Kanerien Bro Lokorn, Mouez Rosko, Kanerien ar Goëlo (St Ke Porz Olued). En em gavout a rint ar strolladoù da vare Gouel Breizh, aozet gant Ti ar Vro Landerne-Daoulas, en ul lec'h savet evit bravaad ar c'han : Iliz St Tomas Landerne. Podoù a zo e-barzh ar mogerioù evit amplaad ar son. Un dudi evit ar ganerien hag ar selaouerien! Goude lodenn kampionad an abadenn, e vo ur sonadeg gant strollad merc'hed rummad kentañ Kan Awen eus Brest. Embannet e vo an disoc'hoù da 5e30. Mont e-barzh 8€, gwerzhet e vo ar blihiji war ar plas.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !