Kan ar bobl : skritell 2021
Kan ar bobl : skritell 2021 © Domaine public
Kan ar bobl lec'hel
Kan ar bobl lec'hel © Domaine public

Dibabet oa bet gant kuzul merañ Kan ar bobl kenderc'hel ganti, daoust da bep tra. Gallout a rit neuze lakaat hoc'h anv evit konkouriñ, dre abadennoù filmet er skolioù evit ar vugale hag ar grennarded, e lec'hioù diarvesterien evit ar re all

Dibabet oa bet gant kuzul merañ Kan ar bobl kenderc'hel ganti, daoust da bep tra. Gallout a rit neuze lakaat hoc'h anv evit konkouriñ, dre abadennoù filmet er skolioù evit ar vugale hag ar grennarded, e lec'hioù diarvesterien evit ar re all.

A-drugarez d'an aozerien Kan ar bobl e vo graet 10 konkour lec'hel ha filmet an holl skolioù o dije c'hoant da gemer perzh e Kan ar bobl 2021. Penaos ober ? Mont e darempred gant unan eus an aozerien lec'hel evit gouzout penaos e vo graet. Filmet e vo ar skolioù o kanañ, hag e vo ur juri ba Pondi o tibab ar re wellañ.

Evit ar gonterien er skolioù e vo graet memes mod. Met tout ar re all, kanerien, sonerien, konterien gour a vo filmet e dek lec'h gant ur juri lec'hel a gaso filmoù ar re wellañ da Bondi.

Neuze, arzourien Breizh, adkemerit ho binvioù, prientit hardizh tonioù, istorioù, kanaouennoù evit kenderc'hel da vont war raok !

www.kanarbobl.org

06 84 45 06 28

kanarbobl@radio-bro-gwened.com

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...