Pleustradeg evit Kan ar Bobl 2011

Setu eizh skolajiad Trede/6vet o pleustriñ evit konkouriñ d\'an 2 a viz Ebrel ba Tregon, gant sikour Louise Ebrel.

Ganet e 1973, Kan ar Bobl zo unan deus an darvoudoù pouezusañ evit dazont ar sonerezh hag ar c'han hengounel, evit ar skolidi, ar re yaouank, met evit tout an dud a glask ijin hentoù nevez evit sonerezh ar vro. Miliadoù a dud a vo e Pondi d'ar 14 ha d'ar 15 a viz Ebrel.

Kan ar bobl, kan tud ar vro a oar chansonioù, kontadennoù, a oar seniñ bombard, gant un delenn, un akordeoñs ...

A-raok an emgav meur a vo e Pondi d'ar Sadorn ha d'ar Sul 14 ha 15 a viz Ebrel e vez aozet e pep lec'h e Breizh filajoù, tolpadoù, koñkourioù evit dibab ar re wellañ a yelo da Bondi da ziskouez ampartiz tud bro Gerne, Gwened, Leon, Treger, ... Sonerezh bro c'hallo a vo ivez ha kan ar bobl a zo bet e Pariz ivez.

Setu neuze pleustradeg skolajidi Kemper asambles gant Louise Ebrel, da selaou gant ar filmig a-gevret.

Gant ma vo heuliet, filmet hag enrollet mat an holl a dremeno war al leurenn, ar pezh a vank d'an holl na c'hellint ket mont d'o selaou.

Kalonekaat ar re yaouank hag an holl a oar kanañ, kaout plijadur ha barregezhioù a c'hello lakaat ar re yaouank-se da vont aliesoc'h war leurennoù ar vro goude-se, setu pal an aozerien !

Koñkour e Kaodan en dibenn-sizhun-mañ, e Tregon a-benn ar Sadorn 2 a viz Ebrel.

Evit gouzout hiroc'h :

http://kanarbobl.org/

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...