Kanañe brezhoneg gant Anne-Marie Gloaguen

Troisième séance d\\\'initiation au breton à la médiathèque de Quimperlé ou comment apprendre à chanter en une heure quatre beaux morceaux du répertoire traditionnel ...

Brav e oa e oa abadennig Anne-Marie Gloaguen ! Fent, ur bern traoù desket dindan un eurvezh, setu Anne-Marie o teskiñ d'un ugent den bennak a dud e mediaoueg Kemperle kanaouennoù evit gouzout implij

Brav abadennig Anne-Marie Gloaguen !

Fent, ur bern traoù desket dindan un eurvezh, setu Anne-Marie o teskiñ d'un ugent den bennak a dud e mediaoueg Kemperle kanaouennoù evit gouzout implij kemmadurioù diaes, kaout plijadur, lodennoù ar c'horf, ha meur a doare da ganañ ar memes paozioù ...

Displuñv al laouenan, touchal troad Marjanig, pe c'hoazh kaout un ti e Normandie, ha kanaouennoù farsus evel “an deiz all oan o pourmen / ul laouenanig 'm'oa tapet ...” Brav ha pinvidik oa an abardaevezh, peadra evit tout an dud a blij dezho deskiiñ kanañ, ha reiñ da re all teñzorioù ar c'han hag ar varzhoniezh hengounel...

Peseurt kefeleg a c'hell plantañ pour en ur garreg ? Pe c'hoazh ur gazeg lazhañ laou ? Dre chañs tout an dra-se n'eo ket gaou ....

Gourc'hemennoù da vediaoueg Kemperle, o aozañ evit an trede gwech un abadennig gouestlet d'ar brezhoneg (rimadelloù, lenn istorioù evit ar vugale, kanañ). Gant ma vo kement a nerzh gant mediaouegoù all er vro !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...