
Gant dale ec'h en em gav niverenn diwezhañ Kanadig Imbourc'h, diwar-benn ar vedelidigezh evit ar preder, war emzalc'h ar Pab hag ar sevel mogerioù dirak an enbroidi eus ar Sav-heol, war ar...
Taolenn : - Bedelidigezh ha broadelouriezh, gant Tepod Gwilhmod (Pa'z eo bet diskaret an doare ordin da soñjal ar vroadelouriezh gant ar vedelidigezh ; an diforc'h etre broadelouriezh ha brogarouriezh) Notenn yezh gant Yann Mikael : Bedelidigezh / bedeladur ; Gouhere/Gouere - An hini na gare ket ar mogerioù gant Yann Mikael (Ar Pab e Lampedusa ; istorioù mogerioù : Moger Sina h.a.; ar ger Wall e predeneg ; pe Yuzev-kristen ez omp ? gant Donwal Gwenvenez (ur sektenn yuzev-kristen e penn-orin ar vuzulmiz) - Studi war "Island" Huxley 1/2 , gant Olavo de Carvalho tr. Ewan Delanoy - Tad, da drugarekaat a ran, homelienn gant Youenn Troal ; - Notennoù Yann Maneguen. - Buhez E.A.T. ; Lizher a bastor eskob Kemper ha Leon ; prezegenn Lun Fask 2016 diwar-benn Lun Fask Dulenn 2016. - Un emgav a zo aozet gant Emglev An Tiegezhioù d'ar Sul 10 a viz Gouhere e Kergreven 29800 Trelevenez. Degemer mat a vo graet d'an holl re a c'hello dont. Evit netra e c'heller lenn ar c'hannadig war ar genroued ...hogen mat eo koumanantiñ evit souten obererezh hon Emglev.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !