Un eil brezidantez nevez e karg deus Yezhoù Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 150 vues

Embannet eo bet anvioù ar pevar eil-prezidant nevez er Rannvro, Kaourintine Hulaud a gemero plas Christian Troadec evit ar brezhoneg hag ag galloueg.

Kaourintine Hulaud eil brezidantez nevez  e-karg deus yezhoù BreizhKaourintine Hulaud eil brezidantez nevez e-karg deus yezhoù Breizh photographe

D'al Lun 24 a viz C'hwevrer ez eus bet kinniget gant Loïg Chesnais-Girard ur skipailh nevez tro-dro dezhañ evit an tri bloaz a zeu, a-raok an dilennadegoù rannvro nevez hag a vo dalc'het e miz Meurzh 2028.

Embannet eo bet anvioù ar pevar eil-prezidant nevez er Rannvro :

Kaourintine Hulaud a gemero plas Christian Troadec evel eil-brezidantez e karg deus yezhoù Breizh, brezhoneg ha gallaoueg. Ober a raio ivez war-dro ar c'helc'hioù hag ar bagadoù.

Gaëlle Le Stradic, eil-brezidantez e karg deus ar sevenadur e-plas Béatrice Macé.

Olivier Allain, eil-prezidant e karg deus kenstagded an tiriadoù.

Ronan Pichon, eil-prezidant e karg deus ar vevliesseurted. 

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.