Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Armenia. Monumant e koun al lazhadeg e 1915.
Armenia. Monumant e koun al lazhadeg e 1915.
- Reportage -
Karabac’h: ur brezel a c’hall lakaat peoc’h er C’haokaz en arvar
Tarzhan a ra adarre ar brezel etre div vro ar C'haokaz: Armenia hag Azerbaijan. Padout a ra ar brezel-man a bad war-dro 30 vloaz ha n'eus ket ti da lavarout eo echu gant an emgannou da vat. Koulskoude ne vez ket komzet kalz diwra-benn ar brezel-se en Europa.
Anna Mouradova Par Anna Mouradova le 25/04/22 9:51

Bremañ dre m’emañ ar bed a-bezh o heuliañ keloù eus Ukraina ne vez ket taolet evezh ouzh ur brezel all etre div vro bet gwechall republikoù an Unvaniezh Soviedel: Armenia hag Azerbaidjan. Koulskoude e bad ar brezel-mañ abaoe war-dro 30 vloavezh ha prest eo bremañ da darzhañ en-dro en un doare krisoc’h c’hoazh.

Goude fin an Unvaniezh Soviedel e teuas Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan da vezañ stadoù dieub. Evit hini eus Europa a ya d’ar broioù-se n’eus ket kalz a ziforzh etrezo : an natur, ar boued, an arzoù-kaer ha spered an dud a zo heñvel tamm pe damm. Koulskoude evit ar re o chom eno, anat eo ez eo diaes mirout ar peoc’h etre broioù ken disheñvel o sevenadur, o yezhoù hag o istor. Tostoc’h eo spered Jorjia ouzh hini Europa, ouzh hini Bro-C’hres da skouer, ur vro Gristen e lec’h emañ ar relijion un dra a-bouez-bras. Ur vro Gristen eo Armenia ivez, met sevenadur ar vro a zo e meur a zoare heñvel ouzh hini Iran. An trede bro, Azerbaidjan, a zo muzulman ha dre he yezh hag he sevenadur eo liammet gant Turkia. E kement bro-se ez eo mesket traoù a-vremañ gant hengounioù kozh, en un doare a-wechoù diaes da gompren evit tud eus an diavaez.

N’eo ket un dra nevez-flamm ar brezel etre an Armenianed hag Azerbaijdaned. E derou an XXvet kantved e oe emgannoù etre ar vuzulmiz hag ar gristenien e meur a lec’h er Reter-nesañ, pezh a oa bet heuliet gant ul lazhadeg anavezet mat e 1915. Dres d’ar mare-se e oa klevet anv Nagorni Karabac’h (an anv-se a dalv Karabac’h war ar menezioù). Ar rannvro-se a oa un dachenn douar ma veze o vevañ warnañ an Armenianed hag an Azerbaidjaned. Rak-se ne oa ket aes divizout da biv, da beseurt stad pe bobl e oa an douar-mañ. Div wech, etre 1905-1907 hag etre 1918-1920, e oe emgannoù kriz eno.

D’ar mare-se e oa kalz muioc’h a Armenianed eget a Azerbaidjaned o vevañ er c’horn-bro-se hag e veze an div bobl o stourm an eil ouzh eben evit an douar hag a oa d’ar mare-se priziusañ tra er bed. Etre 1918 – 1920 goude an dispac’h e Rusia e oa deuet da vezañ Armenia hag Azerbaidjan stadoù dieub ha ne oa ket tu divizout da beseurt vro e oa Nagorni Karabac’h.

Goude 1922 e oe staget ouzh Unvaniezh Soviedel an div stad ha roet e oe Karabac’h da Republik an Azerbaidjan. Eveljust ne oe ket bet Armenia a-du. Koulskoude da vare ar spont bras ne oa ket aes sevel e vouezh. Meur a wech e c’houlennas gouarnamant Armenia cheñch stad an traoù, met ne oe respont ebet digant ar gouarnamant soviedel. E bloavezhioù 1960 e oe c’hoazh un doare dispac’h e Karabac’h met ne oa cheñchet mann ebet.

Kement-se a badas betek fin ar bloavezhioù 1980. Da vare Gorbatchev e oa spi da gaout muioc’h a frankiz e republikoù ar C’haokaz. E 1987 – 1988 e krogas emgannoù etre an Armenianed hag an Azerbaidjaned. E 1988 e oe ul lazhadeg euzhus e kêr Sumgait, e-lec’h ma oa lazhet meur a Armenian. Hag abaoe 1990 e krogas ur brezel kriz hag a bad betek-henn. Evel-just en un doare ofisiel e oa echu e 1994. Met e gwirionez e kendalc’he ar reuz tamm pe damm, pezh am eus gwelet va-unan e 2012 hag e 2013 pa oan o vont dre ar menezioù eus Tbilisi, kêrbenn Jorjia, da Erevan, kêrbenn Armenia. Ret e oa da veur a familh tec’hout eus lec’hioù dañjerus, ha dilezel o ziez. Siwazh ne dalvez ket kement-se vezent ket ken en arvar bremañ c’hoazh.

Marietta Abram, 62 vloaz, ganet e kêriadenn Dvin en Armenia, a oa ret dezhi tec’hout kuit eus Armenia goude an holl darvoudoù-se e derou ar bloavezhioù 1990. Aet eo gant he gwaz da Ukraina e kêr C’herson nepell eus Odessa. Siwazh, bremañ e rank kuitaat Ukraina ivez ha klask repu gant he merc’h en un tu bennak. Dont a-benn a reas da vont da dTbilisi dre vil poan, dispignet ganti hec’h holl arc’hant.

Souezhus eo ne oa ket ar bed a-bezh evit teurel evezh ouzh ar brezel-se a-raok 27 a viz gwengolo 2020 pa oa deuet ar brezel da vezañ ken kriz ha ken gwadek ma ne oa ket tu ober van ne c’hoarveze netra : Turkia a oa war-nes sikour arme Azerbaidjan pa oa Armenia o c’hortoz arme Rusia da reiñ dezhi un tamm skoazell. E Jorjia, ur vro neptu, e oa gwall nec’het an holl dre m’emañ Armenianed hag Azerbaidjaned o chom eno abaoe meur a gantved. Fur a-walc’h e oe an eil re hag ar re all evit bevañ e peoc’h e Jorjia.

D’ar 10 a viz du 2020 e oa sinet ar peoc’h etre Azerbaidjan hag Armenia. Gant Azerbaidjan e oa aet an trec’h ha miret e oa an douaroù aloubet gant e arme dezhañ. Siwazh, den ebet ne gred m’eo echu istor Nagorni Karabac’h. Bresk-kenañ e chom ar peoc’h e broioù ar C’haokaz.

Voir aussi :
1  0  
Vos 2 commentaires :
Yann L... Le Mardi 26 avril 2022 16:14
Trugarezh deoc'h da reiñ deomp keleier eus broioù ar C'haokaz.
(0) 

Kristen Le Mardi 26 avril 2022 22:51
Trugarez vras deoc'h da gelaouiñ ac'hanomp diwar ar C'haokaz.
A-bouez eo evit Breizh, hag ur blijadur eo d'ho lenn.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons