Put your name here

Dépêche
Kawan : glav, glav, glav, met sonerezh e-leizh !
Glav ha nebeutoc'h a dud er bloaz-mañ, daoust d'an nerzh spontus a zo bet lakaet gant ar skipailh aozerien. Ha gant arzourien vrezhonegerien dispar ...
Fanny Chauffin
Publié le 15/06/11 21:31 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

E Kawan e oa kalzik a strolladoù brudet abaoe pell hag a gendalc'h d'ober berzh. Startijenn, ar strollad anavezet mat : gwelout Konogan an Habask o cheñch teir gwech e venveg e korf div vunutenn (bombard, binioù kozh, uillean pipe), an tambouliner dirollet, setu tud yaouank, bet holl liseidi e Diwan o vevañ e brezhoneg gant o sonerezh, o deus nerzh forzh pegement.

Al Loeroù Ruz ? Mammoù Diwan deuet da vezañ kanerezed, dastumerezed, ha gant o sonioù bourrapl, oc'h ober tro ar festoù-noz abaoe ugent vloaz, o reiñ an arc'haat dastumet d'ar skolajoù Diwan evit mont war-raok.

Ramoneurs : panelloù kumun Fillon ganto, o c'hervel d'ar vanifestadeg e Naoned disadorn. Ha Momo, ar c'haner a Vro Gwened, bev atav daoust d'ar c'hudennoù yec'hed spontus en deus bet n'eus ket pell zo. Pebezh youl a zo gantañ," budjon", giz vez lâret get ar paotr !

Ha Gimol ? Tud yaouank o tont eus Diwan ivez, gant tonioù nevez (un ton e kastilhaneg rapet gant Krista, da skouer) hag a glask o hent c'hoazh, daoust d'un tambouliner (Klet Beyer), da c'hitarourien ampart, ha d'ar c'haner, Kaou Langoet, leun a youl. Komzoù ar "spontailh", pe an "emgann diabarzh" a zo brav ken-ken. Gant ma vint klevet er vro c'hoazh !

Ha gouel broadel ? Start eo bet gant an amzer fall disul. Re nebeut a dud evit paeañ an arzourien. Ha koulskoude, ret eo kenderc'hel gant an emgav-se, ken pouezus eo evit an holl vrezhonegerien ...

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 1 commentaires
  Yann an astennet
  le Jeudi 23 juin 2011 20:00
Fest ar sonerezh hag an dañs e oa. Hag eñ brav. Fest ar yezh a vije bet gwell ganin. Ha pa vije bet nebeutoc'h a dud c'hoazh.
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 8 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.