
KBBV, Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam a zo pen kil ha troad o skoazell ar re eman o stourm evit adunvanigezh Breish hor Vro. Ur rannvro melestradurel adunvanet a zo ret evit
KBBV, Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam a zo pen kil ha troad o skoazell ar re eman o stourm evit adunvanigezh Breish hor Vro.
Ur rannvro melestradurel adunvanet a zo ret evit sevel un armerzh hag ur c'hevredigezh krenv evit gwarantin dazont Breizh hag he fobl. Bretoned divroet, diorroet o skiant prenet gant o vuhez er maez eus an egor gall a gompren pegen a-dreuz eo doare ober bro frans e kenver kement a lodennou tiriad, sevenaduriou ha poblou hag en em gav dindan he melestradurezh.
Gervel a ra KBBV kement hini da vont da gemer perzh er vanifestadeg evit adunvanigezh Vreizh d'an 27vet a viz Gwengolo en Naoned.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !