Put your name here

Estivada 2019 Rodez Kejadenn Gentañ ar C
Estivada 2019 Rodez Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù Bro Frañs
Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs
Strollad La Obra Pezh-c'hoari Kakaw e Rodez
Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs
Estivada 2019 Rodez Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs
Agenda
Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs
Breizh a vo kouviad a enor eus Festival Estivada aozet gant Ti-Kêr Rodez (Avairon) hag a lak war wel ar sevenadur okitan.
Agenda de C'Hoariva

Publié le 4/07/19 16:02 -- mis à jour le 04/07/19 16:02
Date de l'évènement : le 18/07/2019 à à RODEZ (12)

D'an 18 ha 19 a viz Gouere e vo dalc'het Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs e-kerzh Festival Estivada aozet gant Ti-kêr Rodez hag a zegemero ac'hanomp. 16 kompagnunezh c'hoariva hag ur gengevredigezh a gemero perzh eus : Alzas, Bro Euskadi, Breizh, Katalonia, Korsika hag Okitania.

Pal ar gejadenn-mañ :

- En em vodañ evit rannañ hag eskemm war hon diastaerioù.

- Prederiañ a-stroll evit kavout diskoulmoù hag ijinañ dazont hor c'hoarivaoù ha hor yezhoù.

- Sevel ur Bodad evit labourat asambles.

An eskemm a zo kenaozet gant Kompagnunezh La Rampe TIO (Teatr Etrerannvroel Okitan) staliet e Montpellier ha kengevredigezh C'hoariva gant kevelerezh ti-kêr Rodez.

Un tamm istor :

09/2017 : C'hoariva a gas ur galv d'en em vodañ dre internet d'ar strolladoù c'hoariva e yezhoù "rannvroel" e pep korn eus ar vro.

09/2017 : Komedianed eus Okitania hag Akitania-Nevez en em vod e Tolosa evit kaozeal diwar-benn o diaesterioù.

12/2017 : Rannvroioù Okitania hag Akitania-Nevez a bed C'hoariva da zont d'un emvod etre kompagnunezhioù c'hoariva en okitaneg.

Penn kentañ 2018 : Evit desachañ o evezh war stad hor c'hoarivaoù ur gemennadenn a zo kaset d'ar bolitikourien hag ensavadurioù zo.

2018-2019 : Eskemmoù etre tud eus Bro Okitania ha tud eus Breizh evit bodañ an dud a c'hoariva.

2019 : Bodet e vo arzourien c'hoariva eus pep kornioù bro Frañs evit ober anaoudegezh, eskemm, prederiañ war o fleustroù, hag ijinañ doareoù da vezañ kengred.

Strollad La Obra a vo pedet da vont da c'hoari ar pezh Kakaw (un arvest evit ar yaouankiz).

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 7 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.