Loreet eo bet daou levr embannet gant ABER Priz Ar Grouerion Yaouank,Dre odeoù ar faltazi Priz Lennegezh an Inizi,Gwennva an Douar Glas

Loreet eo bet daou levr embannet gant ABER

Priz Ar Grouerion Yaouank, paeroniet gant Skol Uhel ar Vro, zo bet gounezet gant Dre odeoù ar faltazi, dastumad kevellenneoù savet gant skolidi skolaj Diwan Gwened. (Saloñs Gwened 2013)

Priz Lennegezh an Inizi, rann ar varzhoniezh, zo aet gant Sophie Tessier evit Groenland est, a zo bet troet e brezhoneg hag embannet gant an talbenn Gwennva an Douar Glas. (Saloñs Eusa 2013)

Gourc'hemennoù kalonek d'al loreidi, diougan dazont hon lennegezh !