Manifestadeg an dri a viz Mezheven 2006 e Roazhon

Manifestadeg an dri a viz Mezheven 2006 e Roazhon

Gervel a ra an Emglev Kevredel Breizh da vanifestiñ e Roazhon d'an dri a viz Mezheven 2006 da 14e30 plasenn Hoche.

Fellout a ra deomp:

an treuzkas galloudoù hag arc'hant eus ar Stad d'ar Rannvro,

* pellwel ha skingomz divyezhek avit Breizh a-bezh * ma vo rannvroelet reizhiad an desaverezh * ma kresko ar skoazelloù-stad evit sevenadur Breizh * ma vo staget al Liger Atlantel ouzh rannbarzh Breizh

Ma toujo Bro C'hall ar feuremglevioù etrevroadel:

* Lakaat da dalvezout karta San Francisco (1933) * Karta europaat ar minorelezhioù * Kenemglev an UNESCO war al liested sevenadurel ha yezhel, a zo bet skoaziet gant Komision Europa

Mouezh ar vurev, ar sekretour, Gwenael Kaodan