Garbiñe Saez.
Garbiñe Saez.
Jone Berriozabal.
Jone Berriozabal.



Ni hag a sin amañ dindan, Garbiñe Saez ha Jone Berriozabal, kannadezed EAJ-PNV e Kambr lezenniñ Euskadi, a fell deomp diskouez e soutenomp listenn Strollad Breizh da geñver an dilennadegoù-rannvro a vo aozet er stad c'hall d'ar 14 ha d'ar 21 a viz Meurzh. Strollad Breizh zo ur strollad hag a vreut evit unvezh Europa politikel ha kevredadel a vefe mab-den e-kreiz e bridiri.

Kemennadenn souten da Strollad Breizh :

"Ni hag a sin amañ dindan, Garbiñe Saez ha Jone Berriozabal, kannadezed EAJ-PNV e Kambr lezenniñ Euskadi, a fell deomp diskouez e soutenomp listenn Strollad Breizh da geñver an dilennadegoù-rannvro a vo aozet er stad c'hall d'ar 14 ha d'ar 21 a viz Meurzh.

Strollad Breizh zo ur strollad hag a vreut evit unvezh Europa politikel ha kevredadel a vefe mab-den e-kreiz e bridiri.

Breizh, daoust dezhi bezañ bet rannet e velestradur gant Bro-C'Hall, a zo anezhi ur bobl istorel Europa hag he deus ur bersonelezh bolitikel ha sevenadurel dezhi hec'h-unan.

E-tal an taolioù-esae da unneuziekaat ha da rannañ Breizh, lakaet e pleustr gant gouarnamantoù Pariz, e kred deomp eo Strollad Breizh ur strollad a-feson evit difenn kumuniezh vroadel ha sevenadurel Breizh, hag ivez an interestoù emañ ar Vretoned chalet ganto ar muiañ, seul vui m'emaomp en ur mare a enkadenn armerzhel ha sokial kreñv.

Evit kement-se, e anv al liesegezh a lak ac'hanomp da vezañ pinvidikoc'h, hag a zo bet nac'het deomp meur a wezh, e roomp hor souten d'ur strollad hag a stourm evit Europa liesseurtoc'h, tostoc'h deus an dud eta, hag ur strollad a labour evit reiñ muioc'h a hevoud d'e geodedourien."

Garbiñe Saez, Jone Berriozabal
Kannaded Euskadi

Documents liés