





Ouzh ar c'hloc'h , diskouezet e-barzh an Iliz-veur, ur Salm e brezhoneg. (MAJ testenn, fotoioù).
Dav eo anaout n’emañ ket alies e vez gwelet ur c’hloc’h a-dost. Ha gwelloc’h c’hoazh war al leur, e-kreizig-kreiz un iliz-veur, dirak ar c’heur , rik. Da gustum, emañ ar c’hleier dam-skoachet e penn-uhelañ tourioù hon ilizoù, kentoc’h. Nemet pa sonont eo e vezont remerket, a-dost pe a-bell. Ur vrav ha ral a zigarez eo sellout a-dost ouzh hemañ.
Ar c'hloc'h « Marie-Corentin » , deuet nevez zo
Anvet eo bet ar c’hloc’h nevez « Marie-Corentin »» (« « Kaourintin-Mari »» , pe « « Kaou-Mari »» e doare berr, gwelout gerioù e traoñ ar pennad) hag e sono e « « La »». Ha fichet brav eo, lintrus warnañ tres keltiek memes !
Ar Salm: « Youc’hit evit an Aotrou, Douar a -bezh, youc’hit, kanit ha sonit »
Ar pep pouezusañ marteze evit tud ar vro zo, ma vefent er feiz pe get, eo ar frazenn e brezhoneg a vez gwelet tro-dro d’ar c’hloc’h, en e lodenn-izel, a-us d'an houlenn a ra ur c'hlinkerezh keltiek outañ.
Setu ar pezh a lennomp (notenn : « « youhit evid » » a vez skrivet « « youc’hit evit »» e peurunvan. Memes distagadur) :
« « Youc’hit evit an Aotrou, Douar a -bezh, youc’hit, kanit ha sonit »» diwar ar salm 97 (niverenn gristen pe 98 niverenn hebraek).
Dav eo din marteze - evit ar re a zo pell diouzh an dachennad-mañ - lâred ur gêrik diwar-benn ar Salmoù, dre vraz. Petra int ? « Skriturioù » e-giz ma vez lâret, e stumm « barzhonegoù ». « « Skriturioù »» rak dastumet e-barzh unan eus levrioù ar Bibl – anvet « « Levr ar Salmoù » » just a-walc’h a vez graet anezhañ ivez « « Levr ar veuleudi »» , a-wechoù. « « Barzhoneg »» rak kompozet eo bet evel pozioù evit bezañ kanet. Un tamm sonerezh a veze c’hoariet gant benveg-mañ-benveg evit plijadur an divskouarn pe poan ar galon ivez. Soñjit 'ta en hor « sonioù » ha « gwerzhioù »... A-benn ar fin, skrivet int bet evit al lid e Templ Jeruzalem (Yerushalaïm). Pa veze gouelioù meur o sachañ an dud eus pevar korn ar vro, ijinit 'ta an aergelc'h!
Ha kozh int ? Etre 24 ha 26 kantved evit al lodenn vrasañ anezhe, sañset. Diaes eo gouzout resis e peseurt mare int bet skrivet ha piv eo an aozerien (ar Roue David, hag all). Evel er broioù keltiek, a-hed an istor e oe Priñsed e broioù ar Reter gouestl da varzhonegañ ha da c'hoari ouzh an delenn (dont a rafe ar gêr Salm - pe Psaume, e galleg - diwar ar gresianeg « psalterioñ » ).
150 Salm, evit pep amzer er vuhez
150 Salm zo el levrig. Evidomp-ni, tud a-vremañ, emaint dedennus dre ma tresont ha livont holl trivliadoù ha darvoudoù a c’hell forzh piv bezañ splujet enne, e-kerz ur vuhez a-bezh. Amzerioù a eürusted, amzerioù a walleur. Evel hirio, da skouer, ma vez bet drouklazhet ur c’helenner e-barzh ul lise e kêr Arras (Norzh bro-Frañs), liammet hep mar ebet ouzh sponterezh ha brezel e bro Izrael.
E-barzh ur gazetenn (National Geographic) a veze gwerzhet e levr dier boutin e 2023 e vez kavet an daolennig-mañ :
**
Meuleudi : 66, 92, 103, 118
Anken : 46, 62
Kounnar 69, 94, 109
Anaout ar pec’hedoù 32, 51, 103
Fiziañs e Doue 40, 62, 146
Argoll 3, 91, 94
Kañv 23, 30, 68
Gwarizi 37, 73, 131
Levenez 95, 100, 145
Kleñved 22, 38
Digenvez 38, 42, 121, 139
Kozhni 71,91
**
Aes eo kompren ez eus ur salm pe meur ha hini evit forzh peseurt plegenn , e-kerz ar vuhez. Ur gwir lennegezh eo, evit deskiñ da vevañ pe ambroug ar vuhez. Ul lennegezh a ginnig ul liamm, leun a skiant-prenet, etre an Doue hag an Den.
Neuze Kemperiz, pa vo klevet ganeoc’h ar c’hloc’h o tintal a-us da blasenn Sant Kaourintin, marteze e soñjo deoc’h gant lorc’h er frazenn-mañ skrivet outañ e brezhoneg. Ken kozh marteze eo diazezoù - ar re vravañ - hon brezhoneg eget ar Salmoù. Gant ma z'aio ken hir hon yezh eget ar Salmoù...
A-raok bezañ lakaet en e blas e vo « « badezet »» ar c’hloc’h gant an Ao Dognin d’ar 15vet a viz Here. Seniñ a raio ar c’hloc’h Mari-Kaourintin evit ar wech kentañ d’an 12vet a viz Kerzu war-zigarez gouel Sant Kaourintin.
A-dra-sur, an devezh-mañ e vo fromus ar ger-stur choazet e 2015 gant an Eskob (e brezhoneg hag e galleg)…
« « Laouen en Esperañs »». « « Joyeux dans l’Espérance »».
Gerioù :
. Levr ar Salmoù Livre des Psaumes (ul levr ennañ 150 salm a vez kavet er bibl hebraek / testamant kozh)
. Levr ar meuleudi Livre des Louanges (un anv all evit ar memes levr)
. An Aotrou « « Elohim »» en destenn a-orin (Salm/Ps 97)
. Salm, Salmoù diwar ar gresianeg « psalterion » (benveg sonerezh), psaume (e galleg). Testenn speredel (ha denel ivez war ar memes tro) da vezañ kanet e lid an Templ (Jeruzalem). Implijet el liderezh kristen, e bep overenn.
. kloc'h, ur c'hloc'h braz Ar ger brezhonek zo paotr. Ar ger gallek zo plac'h (une cloche). « Mari-Kaourantin » pe « Kaourantin-Mari? » An daou ziskoulm zo posubl. Met - resped deoc'h - , din-me ez aio gwelloc'h an eil diskoulm, rak abegoù teknikel (an diskoulm kentañ - heñvel-rik ouzh ar galleg - a zlefe bezañ ur c'hemmadur dre vlotaat da heul an añv a Vari ha ne vije ket re zereat amañ, pa soñjer en añv-berr). Petra a soñjo dezhe ar vrezhonegerien aketus pe ampart, war ar poent-se? Lâr din ho ali m'ho peus c'hoant...)
Levrioù:
. « « Ar Salmoù »» , Al Liamm 1974, troidigezh gant Maodez Glandour. Doare-skrivañ peurunvan.
. « « Ar Bibl troet e brezhoneg » » (Penkermin, 2018), Job Lec’hvien. Doare-skrivañ peurunvan.
. « « Leor overenn »», Minihi Levenez 1997, troidigezh gant Job an Irien. A-stlabez emaint aze hag amañ e-barzh ul levr embannet evit al lidañ dre ar Sulioù...Doare-skrivañ Falc’hun. Ouzhpenn ur brezhoneger a-vihanik emañ Job, ur barzh a-feson eo ivez. Aes ha brav da lenn. Menegomp amañ ez eus ur raktres evit peurechuiñ troidigezhioù ar Salmoù hag embann ul levr dre Minihi Levenez ma vint dastumet holl e-barzh.
Kazetenn :
. « National Geographic » , albom « « La Bible »» (pajennad 167), pennadoù sevenadurel gant kalz a fotoioù. Gwerzhet e 2023.
Pennad e galleg (lec’hienn an Eskopti Kemper-ha-Leon):
Pennad https://www.diocese-quimper.fr/actualites/bienvenue-marie-corentin-la-cathedrale-de-quimper-accueille-une-nouvelle-cloche/ (pe gwelet ar video youtube https://youtu.be/9JY3T9Wxv5g 15mn)
Pennad e galleg (kazetenn OF, evit selaou ouzh ar c'hloc'h o tintal e-kreizig al lid):
Video https://www.ouest-france.fr/bretagne/quimper-29000/video-la-nouvelle-cloche-marie-corentin-baptisee-a-la-cathedrale-de-quimper-2a8b58a0-c7f6-4f6e-b38d-13c617939654 (ur vunutenn). Pennad gant Pierre Fontanier (Ouest-France).
« MAJ 18vet a viz Here 2023 »
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !