Tremenet mat-tre gouel ar filmoù : leun a dud, tud pedet dreist, daoust d'an div blac'h Natacha ha Rayana a zo bet lazhet e Tchetchenia. Start ar filmoù diwar-benn ar

Tremenet mat-tre gouel ar filmoù : leun a dud, tud pedet dreist, daoust d'an div blac'h Natacha ha Rayana a zo bet lazhet e Tchetchenia. Start ar filmoù diwar-benn ar brezel, ar soudarded klañv gant ar pezh o deus bevet, an eoul-men o saotrañ an douar ...

Met plijadur zo bet memestra war ar blasenn gant kejadennoù dispar, gant tud o komz a bep seurt yezhoù, bugale Russia pe Tchetchenia, stalioù kan Jeorjia pe yezh ar sinoù. D'ar gwener noz oa bet aozet ur pezh mell friko gant boued ar C'haokaz : tud pedet, festivalerien, tud o komz rusianeg, tchetcheneg, brezhoneg ha yezh ar sinoù.

Jubennourien a droe ar pezh a veze lavaret gant tout an dud. Brav da welout !

Brezhonegerien e leizh o filmañ, o tabutal, o kinnig abadennoù da noz, o skrivañ er C'hezako. Pinvidik kenañ. " Benn 'bloaz e vefe marteze an Alamagn a vefe pedet, gant deiz ha bloaz diskar moger Berlin. Piv oar ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...