
Lidet e vo e obidoù d'ar Yaou 22 a viz Mae da 2e30 d'abardaez, en iliz Sant-Stefan (Roazhon).
Keloù marv. Gant tristidigezh e embannomp marv Ronan Al Louarn, aet da Anaon d'ar 15vet a viz Mae goude bezañ bet tapet ur c'hrign-bev. 53 bloaz e oa hepken. Difennour birvidik eus ar stourm kurd e oa Ronan Al Louarn, eil-prezidant « Amitiés Kurdes de Bretagne » . Difennour bras ar brezhoneg ivez e oa, hag eñ e penn « Servijoù yezhoù » Rannvro Breizh etre 2010 ha 2025. Labour en deus graet hep ehan evit mirout bev ha skediñ yezh ha sevenadur Breizh. Lidet e vo e obidoù d'ar Yaou 22vet a viz Mae da 2e30 goude merenn en iliz Sant-Stefan e Roazhon. An douaridigezh a vo d'ar Sadorn 24vet a viz Mae war Enez Eusa (Penn-ar-Bed). Gant hon c'halonekañ kengañvoù d'e familh, d'e vignoned ha d'an holl re o deus bet anavezet ha priziet anezhañ. Kenavo Ronan.
Gerioù
Kengañv Condoléance (gourel eo ar ger brezhonek)
Gwellañ gourc'hemennoù a gengañv formule de condoléances (Martial Ménard, 2012, ha geriadurioù all)
Gant hon c'halonekañ kengañvoù formule de condoléances (Martial Menard, 2012)
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !