Yezh, Istor, lennegezh Kendael aozet gant Aber d'ar Sul 29 Meurzh 2015, e Kemper Brit Hôtel, Rond Point de Kerourvois, 29500 An Erge-Vras (Ergué-Gabéric) (e banlev Kemper tu a vo da dapout er

Yezh, Istor, lennegezh

Kendael aozet gant Aber
d'ar Sul 29 Meurzh 2015, e Kemper

Brit Hôtel, Rond Point de Kerourvois, 29500 An Erge-Vras (Ergué-Gabéric)
(e banlev Kemper tu a vo da dapout er porzh-houarn an dud a zeuio gant an tren)

Roll an devezh

Degemer ar berzhiaded adal 9:00

Beurevezh (9:30-12:30)

- Digoradur Embannadurioù 2015 Pierrette Kermoal 

- An nevezc'heriañ displeget da'm niz saoz, Yann-Baol an Noalleg

- Peñse an eil dispac'h hag egile : evezhiadennoù e sigur "Composition française" gant
Mona Ozouf, Gwenael Maze

Pred kemeret a-gevret war al lec'h (12:30-14:30)

Endervezh (14:30-16:30)

- Kelenn al lennegezh er skolaj, Yann-Ildut Galliou
"Ar Follez Yaouank" gant Meavenn, "An ti a drizek siminal" gant Roparz Hemon,
"Frederig" gant Hans Peter Richter, hag arroudoù all.

- Ha ma lennfemp ar "Barzhaz-Breizh" ? 'An aotrou Nann hag ar gorrigan', 'Bran', 'Ar
plac'h dimezet gant Satan', pe c'hoazh 'Kloareg Rohan' , Pierrette Kermoal

Amzer a vo evit ar goulennoù hag an daeloù da heul pep displegadenn.

Klozadur (16:3016:45) ha kafe

Skodenn dre zen (pred, kafe ha gortozenn) : 26 ¤. Studierion, dic'hweleion : 15 ¤, bugale : 10 ¤.

Teul-enrollañ klokaet ha skodenn da gas da :
Aber, 115 Kergareg, 29870 Landeda, a-benn ar 15 Meurzh 2015

Kemer a rin perzh e Kendael 29 Meurzh 2015.

Anv/Kentanv______________________________________________________________
Pellgomz/Pelleiler __________________________________________________________
Chomlec'h ________________________________________________________________
Mal elektronek______________________________________________________________

Amañ-kevret ur chekenn .¤ (war anv Aber)

Deiziad : Sinadur :