Emil Granville, mouezh aotreet Strollad Breizh ha penn al listenn Ni ho savo Breizh en Il-ha-Gwilen, a gemero perzh er c'hendiviz diwar-benn an dilennadegoù-rannvro e Kavaneg. Sed amañ kinnig ofisiel an

Emil Granville, mouezh aotreet Strollad Breizh ha penn al listenn Ni ho savo Breizh en Il-ha-Gwilen, a gemero perzh er c'hendiviz diwar-benn an dilennadegoù-rannvro e Kavaneg.

Sed amañ kinnig ofisiel an ti-kêr :

An dilennadegoù-rannvro a vo d'ar 14 ha d'ar 21 a viz Meurzh 2010. An dilennadegoù eo a resiso politikerezh hor rannvro e tachennoù he galloudegezh : diorradur ekonomikel, touristerezh, deskadurezh ha treuzdougerezh ; ret eo ouzhpennañ an ahelioù a gentañ renk evel digeriñ Breizh da Europa ha d'ar bed ; ar c'hengred ; lakaat e pleustr un Agenda 21 rannvroel evit an diorren padus ; kevatalded ar goproù evit ar wazed hag ar maouezed ; diorren teknologiezhioù ar c'hehentiñ.

Evit kinnig deoc'h al listennoù pennañ, oc'h pedet gant an ti-kêr d'ur c'hendiviz, d'ar Gwener 5 a viz C'Hwevrer, da 8 e 30 noz, e sal ar C'Huzul : amañ e vo un dileuriad eus pep strollad politikel evit respont da goulennoù an animatour hag an dud. Bez' e vo : an UMP, Strollad Breizh (Ni ho savo Breizh), Europa-ekologiezh-Breizh, ar MoDem, ar Strollad Sokialour ha strolladoù an tu kleiz.

Christian Troadec

Le Mouvement Bretagne et Progrès est un mouvement politique qui rassemble des femmes et des hommes qui ont pour ambition d’aboutir à l’émancipation politique, économique, culturelle et sociale de la Bretagne.Le MBP s’inscrit dans une dynamique de gauche et humaniste.Le MBP a pour objectif de créer les conditions d’une véritable décentralisation et entend peser à tous les niveaux de l’Etat français pour obtenir un véritable pouvoir régional. En savoir plus