Kaset e oa bet 250 haiku d'ar festival ar bloaz paseet. Gant ar spi e vo muioc'h c'hoazh ar bloaz-mañ, ha muioc'h a vugale ha skolajidi, liseidi ... Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar gurun, ar sklerijenn, setu tro an aval

Kaset e oa bet 250 haiku d'ar festival ar bloaz paseet. Gant ar spi e vo muioc'h c'hoazh ar bloaz-mañ, ha muioc'h a vugale ha skolajidi, liseidi ... Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar gurun, ar sklerijenn ... Setu tro an aval abalamour da dem ar festival a zo “bout en e voued / à boire et à manger”. An aval a c'hell bezañ debret (gwastili, gant ur gontell, flastrenn avaloù ...) hag evet (chug avaloù, chistr, an hini kreñv ...).

Simpl eo ar reolenn : ret eo kas tri haiku d'ar muiañ (3 werzenn 5/7/5 zroad) e brezhoneg, galleg pe galloeg. Un haiku a vez diaezet war ar sellout ouzh traoù simpl, kavet en natur, un dra a zo c'hoarvezet dindan un amzer verr hag a zo fromus, direnkus, dic'hortoz. Ret eo kas ar barzhonegoù a-raok d'ar c'hentañ a viz genver 2011 da taolkurun@laposte.net.

Un nebeut skouerioù :

“Un aval e pal da zorn/ar bed etre da vizied / en un aval azv.” (Bernez Tangi)

“Aval ar person / kouezhet dirak ar presbital / didud.”

“E peseurt bro e varvin/pe e breton pe e gall/pe e greunennig un aval ?”

Embannet e vo el linenn diouzhtu war lec'hienn festival Taol Kurun (http://taolkurun.free.fr/) hag e vo roet ar prizioù (levrioù, dafar evit skrivañ barzhonegoù, embannadur en ul levrig) e-pad ar festival goude ur brezegenn gant Malo Bouessel du Bourg ha sonerezh krouet gant skol sonerezh Kemperle.

Setu, d'ho pluennoù neuze !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...