Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Kentelioù an Noz en Naoned
Demat deoc\'h, O paouez kregiñ emañ miz Mezheven, e kreiz ar priziadennoù emañ ar strolladoù ha poent eo kemenn ar pezh a chom war roll Kentelioù an Noz: Ur gentel adwelet gant
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 8/06/11 0:25
Demat deoc\'h,

O paouez kregiñ emañ miz Mezheven, e kreiz ar priziadennoù emañ ar strolladoù ha poent eo kemenn ar pezh a chom war roll Kentelioù an Noz:

Ur gentel adwelet gant Aorelian d\'an 11 a viz Mezheven da 10e mintin e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan. Hini ziwezhañ ar bloavezh.

Dalc\'het e vo hon Emvod-Meur bloaziek d\'ar 17 a viz Mezheven da 6e e Ti-Keltiek, 3 straed Harouys e Naoned. Pouezus eo e teufec\'h niverus d\'an emvod rak cheñchamantoù zo da gaout er gevredigezh. Ul lodenn eus ar burev n\'en em ginnigo ket en-dro ha ret e vo kaout tud leun a startijenn evit reiñ buhez ha mennozioù nevez d\'hor c\'hevredigezh. Deuit niverus enta !

Deroet e vo testenioù live Europa ar skolidi kenaozet gant DAO evit al liveoù A1, A2 ha B1.

Ur banne a vo profet deoc\'h e fin an emvod. Debriñ asambles a c\'hallimp ivez, gant ma vo degaset un draig da chaokañ gant pep hini ! Un nozvezh plijus a-raok un devezh a-bouez evit Breizh ha hor yezh.

D\'an 22 a viz Mezheven da 8eur noz e sal Pablo Neruda e Sant-Ervlan (e-kichen kreizenn ar Sav-Heol straed ar Blanche) e vo kinniget deoc\'h labour bloaz tri stal-labour eus Kentelioù an Noz en un abadenn hepken.

Strollad ar stal-labour c\'hoariva tud deuet a ginnigo tammoù choazet eus ar pezh brudet Ul louston eo Tad-Kozh an Nedeleg (lakaet e brezhoneg gant ar strollad).

Strollad kanañ Kentelioù an Noz (kaset gant Sklaerenn Noisel) a ginnigo tonioù deoc\'h.

Strollad Electrake a ginnigo deoc\'h e bezh nevez, Kas ouzh Kas, krouet ganto e Sant-Ervlan. Un istor familh etre ar re Nec\'hudig hag ar re gKudenneg... Leun a fent hag a startijenn... ha kanaouennoù ! (muzik gant Fabris Sauvage, testennoù gant Electrake / Katell Leon, kinklañ gant ar familh Taillandier).

Voir aussi sur le même sujet :
Partager sur Bluesky Share on LinkedIn
Cet article a fait l'objet de 1288 lectures.
logo « Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l’enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique.
[ Voir tous les articles de Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :

Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 6) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons