Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Kerhoriz war ar Guinness Book
Lakaet oa bet en e soñj gant Yohann Nedeleg, aotrou maer Ar Releg-Kerhor, pediñ ar muiañ a dud a vije gellet evit c'hwezhañ e-barzh kotchouk ha lateks. Biskoazh z'eus bet
Frank Bodenes pour - le 22/12/11 17:31

Lakaet oa bet en e soñj gant Yohann Nedeleg, aotrou maer Ar Releg-Kerhor, pediñ ar muiañ a dud a vije gellet evit c'hwezhañ e-barzh kotchouk ha lateks. Biskoazh z'eus bet kement a c'hwezhigelloù o tont war c'hoeñv. Kaset eo bet ar c'hwezhadeg en dro dindan lusk, son hag arvest ar strollad Oposito, ganto arzoù dindan an amzer. Aet eo ar maout gant Relekiz, hag ur menneg memes tro war levr braz ar maouted, hini Guinness evel ma ouezit holl.

13001, 13002, 13003...

E gwirionez eo bet adpaket ar maout. Bloaz zo warnugent e Kerhor, e 1990 enta e oa bet trizek kant mil c'hwezhog... hag unan. Setu ur maout hag en devoa nijet a-ziwar pajennoù levr Guinness, eus hor bro santel betek pellik awalc'h. Da Noisy-Le-Sec e oa ar brasañ kont gant trizek kant c'hwezog ha tri, hep re a drouz evit-se, betek dec'h noz.

13005...

Distroet eo ar maout korn hag all betek du-mañ. Un digarez a oa dre se gant tud ar vro evit en em gavout asambles ha reiñ ton d'ar goañv. Mil bennak a dousigi a oa o tifretal tro dro d'ar c'hwezhigelloù "kredit al labour douar". Farsus eo pa vez ano bemdez eus klogorenn an trafikerien arc'hant ha riskl e tarzhfe ar glogorenn a-barzh pell, tiez bank hag all, ha ni paour kaezh tousigi ha gleskered da heul, dic'hoeñvet deus al loa glaz d'en dour. Dale 'bet.

Betek penn

Ma z'a mat ar jeu e dlefe Yann Kerhor kregiñ e korn ar maout en dro a-benn 2022 pe se. Michañs en devo e walc'h a nerzh hag a c'hwezh da blantañ en nouspetvet c'hwezhog ouzhpenn d'ur c'hont a drizek kant. Ale, 13001, 13002,… betek an trec'h c'hwezhomp ha c'hwezhomp atav !

Voir aussi :
kazetenner distag
Gwelout pennadoù all -
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons