Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kerlenn Sten Kidna An-Alre : Distro ar skol-noz hag ur blog nevez
Deoc'h da ouiet e adkrogo ar skol-noz adalek ar 15 a viz Gwengolo. Engortoz omp d'ho kwelet niverus é tostaat d'ar c'hentelioù ha d'an holl abadennoù, d'ar filajoù... C'hwi a gavo roll ar c'hentelioù en ur vonet àr blog nevez ar Gerlenn
Christian Le Meut Par Sten Kidna An-Alre le 27/08/08 15:04

Deoc'h da ouiet e adkrogo ar skol-noz adalek ar 15 a viz Gwengolo. Engortoz omp d'ho kwelet niverus é tostaat d'ar c'hentelioù ha d'an holl abadennoù, d'ar filajoù... C'hwi a gavo roll ar c'hentelioù en ur vonet àr blog nevez ar Gerlenn : (voir le site) . Klask a raimp derc'hel d'ar roll-se e-pad ur miziad, amzer d'an dud da zonet da lakaat o anv. Goude e vo gwelet hervez an dud a vo e pep kentel : lod kentelioù a vo ret marse o diblas pe chom a-sav gete.

Un dolpadenn a vo lakaet etrezomp neuze da ziviz da vat d'ar Gwener 17 a viz Gouel-Mikael. C'hwi a gavo ivez àr ar blog tres kentañ kalander ar blezad; d'ar 17 a viz Here, atav e vo prest da vat, emgav da 8 e 30 da noz e sal ar Gerlenn. Gellet a rit dija gober ho soñj ha merchiñ deizioù 'zo àr ho karned. Na zoujit ket a donet e darempred geneomp dre bellgomz : 02 97 29 16 58, pe dre vail : stenkidna(AT)wanadoo.fr , pe paseit er sal, bez' zo kafe, 6 straed Joseph Rollo, karter an ti-gar, en Alre.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons