D'ar merc'her 13 e oa un douzennad a dud kentelioù noz Kemperle dirak ar maner evit dizoleiñ diskouezadeg nevez maner Kernot, hag e brezhoneg, mar plij : beaj Kervarker e

D'ar merc'her 13 e oa un douzennad a dud kentelioù noz Kemperle dirak ar maner evit dizoleiñ diskouezadeg nevez maner Kernot, hag e brezhoneg, mar plij : beaj Kervarker e bro Gembre. Just a-raok embannadur ar Barzaz Breizh eo bet pedet ar barzh e bro Gembre. Aze en deus bevet traoù fromus ha dedennus kenañ : Esteffodoù, tud o krouiñ skolioù kentañ e kembraeg, tud an noblañs o tastum ar Mabinogion ... Ul labour a-feson a zo bet kaset gant ar maner, gant ar poltreder a zo aet tramor war roudoù Kervarker, ha gant Ronan an Dero, an heñter a c'hello degemer strolladoù all e brezhoneg. Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh ar video.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...