
Ar priz danevelloù e brezhoneg arc'hantet ar muiañ ...
Ar priz danevelloù e brezhoneg arc\'hantet ar muiañ ...
\'Bloaz paseet o doa an aozerien darbet nullañ ar priz : daou skrid nemetken. Dre chañs, a-drugarez d'ar rouedad skrivagnerien brezhonek, e oa erruet eizh skrid a-benn ar fin, hag aet e oa ar maout gant Muriel Morvan. Piv a vo ar bloaz-mañ ?
\"Evit an trede gwech e vez aozet gant kêr Garaez ha Festival al levrioù e Breizh ur genstrivadeg kevelennoù brezhonek. Ur priz 1500 € zo evit ar gounezer. Amañ-kevret e kavot reolenn ar genstrivadeg. Mar fell deoc'h kemer perzh, trugarez da gas ar skridoù dimp dre bostel a-raok ar 15 a Wengolo : festivaldulivre@gmail.com
Reolennoù priz danevelloù Ti-Kêr Karaez 1. Digor eo ar genstrivadeg d'an holl dud n'eus forzh e pelech e vefent o chom er bed. 2. Ar skridoù a rank bezañ e brezhoneg peurunvan, skritur dibabet gant Diwan. 3. Ar skridoù a rank bezañ krouidigezhioù gwirion. An danevell a ranko bezañ bet embannet en ul levr pe en ur rollenn lennegel bloavezh ar saloñs, pe bezañ nevez-savet ha kinniget gant un tiembann. 4. Ne vo kaset nemet un danevell dre genstriver. 5. Skriverezet e vo ar skrid. 6. Niver a arouezennoù en destenn : etre 15 000 ha 20 000 arouezenn d'ar muiañ hep kontañ an esaouennoù. 7. Tem : dieub ha digor d'ar seizh avel. 8. N'hell ket izili ar juri kemer perzh er genskivadeg. 9. 1 500 Euro a vo roet d'an hini a yelo ar maout gantañ. Bez e c'hell ar juri chom hep reiñ ar priz ha/pe reiñ ur priz kalonekaat. 10. Roet e vo ar priz da-geñver Gouel al levrioù e Breizh e Karaez.. Bez e ranko al loread(ez) bezañ e Karaez da resev ar priz. 11. Ar gwirioù war ar skrid a chom gant an aozer. 12. Dre gemer perzh er genstrivadeg-mañ e tisklêr ar perzhiad asantiñ d'ar reolennoù ha da zivizoù ar juri.\"
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !