Kevre Breizh, kengevredigezh sevenadurel, en doa galvet da vanifestadeg Kemper an 2 a viz Du ha da vanifestadeg an 23 evit al labour. Gervel a ra evel-just da vanifestadeg an

Kevre Breizh, kengevredigezh sevenadurel, en doa galvet da vanifestadeg Kemper an 2 a viz Du ha da vanifestadeg an 23 evit al labour. Gervel a ra evel-just da vanifestadeg an 30 e Karaez.

Reiñ a ra Kevre Breizh pouez da dri foent :

- ur perzh diazez a zo gant identelezh Breizh hag ar stourmoù sevenadurel en he barregezh da sevel he dazont,

- ret groñs eo da Vreizh adunanet kaout galloudoù divizout, gwirion hag ar binvioù a ya da heul ken war dachenn ar gwir ha war hini an arc'hant, evit gellout lakaat e plas diskoulmoù war hir dremen evit an holl,

- rankout a reer derc'hel kont eus ar pezh o deus ezhomm an embregerezhioù evit bevañ, eus gwirioù ha doare labour ar c'hopridi hag eus an en-dro.

Evit sevel ur raktres hag un dazont evit ar Vro hag he yaouankiz, evit bodañ an energiezhioù nevez, e c'halv Kevre Breizh an holl gevredigezhioù sevenadurel da vont niverus e Karaez an 30 a viz Du.

Kevre Breizh