Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kevre Breizh oc’h enebiñ ouzh diskar dic’houzañvus an eurioù brezhoneg gant an Deskadurezh stad
Kevre Breizh oc’h harpañ skolajoù Diwan hag an tolpadeg e Brest Disadorn da 1e30 d’enderv evit enebiñ ouzh diskar dic’houzañvus an eurioù brezhoneg gant an Deskadurezh stad.
Par Kevre Breizh pour Kevre Breizh le 18/02/21 16:36

Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, a zegas e harp diharzh da c’houlenn kelennerien, sindikajoù CGT ha CFDT, skolajidi ha tud skolajoù Diwan hag ar Rouedad Diwan evit ma vo dalc’het 3 eurvezh brezhoneg ar sizhun dre glasad ha n’eo ket dre live. Reiñ an eurvezhioù dre live pa vez meur a glas er memes live n’eo nemet skarzhañ eurvezhioù ha postoù labour. Diwan a vez taget hiriv, warc’hoazh e vo skolajoù publik pe gatolik.

Tagañ ar brezhoneg e skolajoù Diwan a gav e blas e politikerezh hollek an Deskadurezh Stad a-enep ar yezhoù rannvro, daoust da zinac’hadennoù digredus ar ministr, peurgetket dre adreizh al lise hag ar vachelouriezh e welomp e efedoù drastus gant digresk trumm niver ar skolidi en opsion « yezh rannvro » e kement akademiezh a zo abaoe 2018.

Gwelet a reer ivez enebiezh ar ministr Blanquer ouzh mennadoù kinnig lezenn Paul Molac evit ar yezhoù rannvro a fed deskadurezh. Ar mennadoù skarzhet a zo bet lakaet en-dro gant un niver bras a vouezhioù er Sened, ha goulenn a ra groñs ar c’hevredigezhioù yezh ha sevenadur ma vezint dalc’het, en ur chom evezhiek kenañ war emzalc’h ar ministr Blanquer ha vot pe get ar gannad·ez·ed er Vodadenn vroadel an 8 a viz Ebrel da zont.

Document PDF . Source :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 4) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons