
Gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Lionel Le Néouanic ha troet gant Mark Kerrain. Adalek 6/7 vloaz
Kig mamout da goan, ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Lionel Le Néouanic ha troet gant Mark Kerrain. Adalek 6/7 vloaz
Ran zo aet skuizh Skuizh o klevout goapaerezh ar re vras peogwir eo bihan. TRAWALC'H ! Neuze en deus graet e soñj : mont da dapout ur mamout. Ur pezh pikol mamout... Ha gant hennezh e vo debret kig da goan ! En amzer ar ragistor e tremen an istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant ur bern skeudennoù. Ar skrid a zo skrivet e bras evit ar vugale. Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù golo al levr.
24 p. ; 13 x 18 cm ; 5 €. ISBN : 979-10-90456-03-7
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !