- Agenda -
Klask-teñzor e Naoned d'an 8 a viz Here
Bep bloaz e vez aozet gant Kentelioù an Noz ur c'hlask-teñzor e brezhoneg.
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 28/09/11 17:37
Kinnig a reont deoc'h kemer perzh e klask-teñzor "Teñzor ar Gaouenn" d'an 8 a viz Here e Naoned. Al lec'h-emgav a vo e Ti-Keltiek da 2eur goude merenn (3 straed Harouys e Naoned). Ur banne kafe a vo servijet deoc'h a-raok kregiñ gant ar c'hlask-teñzor.
C'hwec'h skipailh a vo etre tout. Ret e vo deoc'h diskoulmañ kemennadennoù kuzh evit kavout lec'hioù. War-lec'h e vo ret deoc'h respont d'an divinadelloù.
D'ar skipailh a vo trec'h e vo roet an teñzor. Profoù a vo evit ar re all ivez. Un digor-kalon a vo kinniget deoc'h goude ar c'hlask-teñzor.
Digoust eo evit ar vugale, 5€ evit an dud deuet.
Tirouroù hag enskrivadurioù:
Kentelioù an Noz
02 40 20 39 74
kann [at] netcourrier.com
www.breton-nantes.org

Voir aussi sur le même sujet :
breton, nantes, loisir

Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Vos 0 commentaires