Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Fin ar c'hlask-teñzor 2007 e kastell Duged Breizh.
Fin ar c'hlask-teñzor 2007 e kastell Duged Breizh.
- Agenda -
Klask-teñzor Teñzor ar Gaouenn : ar c'hlask-teñzor e brezhoneg nemetañ e Breizh
D'ar 25 a viz Ebrel 2009. Tro hoc'h eus bet da bleustriñ gant ar vioù-Pask, neuze poent eo lakaat hoc'h anv evit klask teñzor Kentelioù an Noz ! Ar spered ? 6
Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 17/04/09 13:02

D'ar 25 a viz Ebrel 2009.

Tro hoc'h eus bet da bleustriñ gant ar vioù-Pask, neuze poent eo lakaat hoc'h anv evit klask teñzor Kentelioù an Noz !

Ar spered ? 6 Skipailh 6/7 den a genstrivo evit kavout o hent e kêr Naoned, diwar divinadennoù e brezhoneg. Evel-just e vo mesket ar vrezhonegerien varrekañ gant ar re a zo o kregiñ gant deskiñ ar yezh. Pal ar jeu a vo neuze mont a lec'h da lec'h ha respont da c'houlennoù istor ha sevenadur diwar-benn Naoned. Desket e vo traoù.

An nevezentioù e 2009 ? Pep tra ne vo ket graet war-droad dre ret. Posupl e vo deoc'h implijout an dezougenoù publik ivez evit tizhout ho pal. Ledanoc'h e vo an dachenn neuze ! Un dra all : an holl zivinadennoù ha goulennoù a vo roet da bep skipailh er penn-kentañ, evel-se, ma ne gavit ket un dra e c'helloc'h tremen d'ar goulenn goude (ha respont d'ar goulennoù ivez, ar re-se a zegaso ar muiañ a boentoù). Pouezañ a reomp war ar spered-skipailh a vo ezhomm da gaout, n'eo ket an tizh a raio tout !

An emgav ? Da 1eur30 (evit loc'hañ da 2eur) e e-kichen straed Sully (a-dal da savadur ar c'huzul departamant).

Ar priz ? 5 euro dre den deuet (prenet e vo tikedoù bus ha prizioù bihan evit ar berzhidi) echuet e vo pep tra gant un adverenn el lec'h kuzh e voc'h erruet eno e dibenn ar c'hlask-teñzor !

Lakait ho anv ar buanañ ar gwellañ dre internet war kann [at] netcourrier.com

Voir aussi :
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons