
Koll-atav eo an eil lodenn a-ziwar peder eus An deiz hirgortozet. Tregont vloaz war-lerc’h an darvoudoù kontet en istor-mañ, ken tost evit rummad oad ar skrivagner, ken pell evit o
Koll-atav eo an eil lodenn a-ziwar peder eus An deiz hirgortozet. Tregont vloaz war-lerc'h an darvoudoù kontet en istor-mañ, ken tost evit rummad oad ar skrivagner, ken pell evit o bugale, emañ Breizh da vezañ adijinet e-barzh un Europa kollet he stur ganti, e-kreiz ur “gêriadenn vedel” gwallgaset gant an “enkadenn” ha rouestlet betek bezañ dizoare hag hudur a-wechoù. Gant an oberenn-mañ ho po an digarez da welet er melezour skeudennoù eus an amzerioù-se. Adkavout pe dizoloiñ sonerezh kreñv, lañsus pe luskellus ha pozioù entanus ar bloavezhioù 70 a c'hellot ober ivez. Kement-mañ o vezañ teil druz da ledañ war ar park. 336 pajenn, moull. gwenn & du, 12 x 18,5 sm, ISBN : 978-2-36758-009-8
http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&category_id=1&flypage=flypage_images.tpl&product_id=241 evit gouzout hirroc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !