Brezhoneg : tammoù prantadl Yann Gervern

Barzhoneg e brezhoneg hag en alamaneg, barzhoniezh ha brezhoneg reizh, yezh ar vugale ...

Staj kentañ e Karaez gant 12 stajiad. Kazetennerien radio ha skinwel, skrivagnerien, kelennerien, skolaerien, tud war o leve anezho. Evit ar re o deus c'hoant kemer perzh d'an eil staj

Tremenet oa bet buan amzer an 12 skoliad, kazetennerien radio ha skinwel, skrivagnerien, kelennerien, skolaerien, tud war o leve anezho. Plijus-tre e oa labourat war ur c'hant frazenn bennak o klask penaos lemel levezon ar galleg pe ar boazioù fall kemeret gant pep hini anezho. Skouerioù tennet eus niverennoù Al Liamm, Ya !, romant diwezhañ Mich Beyer...

Ha gant Yann Gervern e vez graet a bep seurt traoù : labourat, kanañ, selaou kontadennoù, kenveriañ barzhoniezh Breizh hag hini bro Alamagn...

Evit ar re o deus c'hoant kemer perzh d'an eil staj, kit e darempred gant ar gevredigezh fea : afea@laposte.net - 06 79 14 96 87

E lise Diwan Karaez e vo, etre 10e beure hag 1 eur goude merenn, d'ar Sadorn 23 a viz Mezheven. Digoust.

Documents liés

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...