328 vues

17vet pennad war istor Diwan ha nerzh krouiñ e brezhoneg. Perak e ranker kaout konkourioù, kenstrivadegoù... evit broudañ ar c'hrouiñ, al lenn, ar skrivañ ?

17vet pennad war istor Diwan ha nerzh krouiñ e brezhoneg. Perak e ranker kaout konkourioù, kenstrivadegoù... evit broudañ ar c'hrouiñ, al lenn, ar skrivañ ?

Kan ar Bobl : ur mennozh ganet e penn Polig Montjarret pa oa e Bro Gembre o welet live sonerezh an dud a sone hag a gane tonioù hengounel. Hiziv an deiz kanerien ha sonerien a-vicher a zo evit ul lodenn vras anezho tremenet dre ar c’hoñkour ganet en Oriant : Nolwenn Korbell, Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Marthe Vassalo, Ronan Guebleiz, IMG, Nolùen ar Vuhé ...

Prizioù evit ar ganerien hag ar strolladoù

Alies e vez roet prizioù d’ar sonerien bagadoù, akordeoñs... Evit ar c’han emañ Kan ar bobl evit ar c’han hengounel dreist-holl hag an Taol Lañs evit ar strolladoù sonerezh a ijin pozioù nevez. E-kerzh eizh vloavezh, e oa bet trec’h c’hwec’h gwech ur strollad o tont eus Diwan.

Taol Lañs (hag an Erer kozh da heul), ar re a zo bet trec'h : Iwan B (2007), Gimol Dru Band, Egin, Roc'k'n Diroll, Lunch Noazh, Burtul, Adnoz, Silwink, ...

Prizioù evit ar skrivagnerien

Evit an danevellerien e vez muioc’h-mui a goñkourioù : hini kêr Karaez da geñver gouel al levrioù e miz Here, hini kêr Redon, hini foar levrioù ar re yaouank e Sant-Varzhin-war-ar-Maez...

E-kerzh 13 bloavezh e oa bet meur a lisead Diwan o kemer perzh e Priz ar Yaouankiz hag o vezañ trec’h : Gwenvred Latimier-Kervella gant « Hunvreoù » (2004), Moran Dipode ha Marianna Donnart gant « Brezel an erevent » (2005) ha « Hudour an tour du » (2006), Ewen Jacq gant « Chase Valeeg » (2013). Evit Priz ar Vugale, Carl Diekman gant « Den Bleiz » e 2012.

Kenstrivadeg Montroulez a zo bremañ evit festival "La Baie des Livres", e Redon, Kemper, Karaez. Ar pezh zo mat, kar e vez brudet meur a hini, ha war lerc'h e vez bouetet kazetennoù evel al Liamm, pe Ya !, pe...

Met ouzhpenn d'ar c'henstrivadegoù zo ar c'hoant da sevel ul lennegezh e brezhoneg, gant tud ne skrivont ket e galleg, pe ral-tre. E-pad ar saloñs e vo gwelet lod anezho, gant ma vint trugarekaet evit o labour ha liesseurted kinnigoù lennegel a vez kinniget ganto.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...