2553 vues

Un destenn lennet e kan ha diskan gant daou soner meur, bet ar maout meur a wech ganto e biniou-bombard e Kemper hag e Gourin, tud yaouank o tresañ un

Un destenn lennet e kan ha diskan gant daou soner meur, bet ar maout meur a wech ganto e biniou-bombard e Kemper hag e Gourin, tud yaouank o tresañ un dazont d'ar brezhoneg ha d'an dud o deus dibabet obert ganti, e pep lec'h ha war bep dachenn.

O pignat war al leurenn, ne seblantont ket bout lent, an daou gomper. Ur wech kroget gant ar brezegenn, santet e vez ar from o pignat, eus an daou du. Tu an arvesterien, fromet gant un destenn simpl, sklaer, hag a zispleg pegen pouezus eo liammañ bed ar sonerezh hag an dañs hengounel, Breizh a zo ken bev hiziv an deiz er vro ha bed ar yezh, evit gallout adperc'hennañ, er skol, met ivez e bed ar mignoned, ar vuhez familh... ar brezhoneg. Fent a zo ivez ganto, o lavarout e vo ret stourm dre "galetaat" ha ket dre "vlotaat". Evit un degouezh e Lokoal, bro Jil Servat, Dede ar Meut, bagad Lokoal milvrudet, ne c'helle ket an aozerien dibab gwellañ arzourien. Trugarez dezho !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...