Ninnog ha liseidi Karaez : penaos kavout gerioù karantez ?

Tabut goude film \"Korf ha Korf\", displeget gant Ninnog al levr troet ganti \"Ar forzhioù a gomz\".

Abadenn sinema aozet gant ul liseadez er c'hazeg C'hlas

Ur c'hant bennak a dud er sal, tud yaouank ha tud gwenn o blev, met ne ra forzh, peogwir e vo komzet eus un tem n'eus oad ebet : karantez gant ar c'horf, gerioù a vank evit komz, evit displegañ, evit karout gant ar vrezhonegerien nevez. Petra a vez desket er skol ? Brezhoneg ar c'hlas, met brezhoneg ar gerioù gros, brezhoneg gerioù karantez, pelec'h deskiñ anezhañ ?

Diskoulmoù a zo bet kinniget d'an dud diriaou gant Ninnog Latimier troourez al levr embannet e saozneg gant Eve Ensler. Displegañ a ra Ninnog eo bet difaziet gant paotred an destenn (ha se ne blijfe ket d'ar skrivagnerez Stadoù-Unaned : tout al labour a zo da vezañ kaset da benn gant merc'hed).

Lakaat a ra al liseidi da c'hoarzhin : "Deoc'h-c'hwi da ijin gerioù, da gavout ar ger just... o kemer harp war Bibl Martial Menard, evel just !"

Savet eo bet nevez 'zo ur pezh c'hoari e brezhoneg, fentusoc'h eget hini e galleg, hervez Ninnog.

A-drugarez da Vaina, e klas Termen, da Ninnog ha da Soazig deuet da ginnig "Distro Gwenn" o deus bet tro an arvesterien da welout ha da selaou traoù vez ket komzet kalz diwar o fenn, ha koulskoude ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...