Awenn
Awenn © Domaine public

Lennadennoù, c'hoariva, margodennoù, kontadennoù, haiku : a bep seurt traoù vo kinniget e "Korn ar vugale" ! Gouel al levrioù Karaez d’ar sadorn 29 ha d’ar sul 30 a viz Here

Lennadennoù, c'hoariva, margodennoù, kontadennoù, haiku : a bep seurt traoù vo kinniget e "Korn ar vugale" !

Gouel al levrioù Karaez, Korn ar Vugale

D’ar sadorn 29 ha d’ar sul 30 a viz Here 2016

D’ar sadorn 29 a viz Here

Lenn e brezhoneg (bannoù treset, levrioù, albomoù...) ha haiku( (film Ronan, levrioù e brezhoneg, gallaoueg, galleg war an haiku), ha korn an iwerzhoneg.

2 e  Arzoù kaer evit ar vugale hag abadenn gant ar c’haner hag embanner iwerzhonat Tad Dhonnagain

3 e Eskemm war ar c’hoariva iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg, gant komedianed ha troerien. Hanterourez : Laetitia Fitamant eus Radio Kerne

16 h 15 Luduennig, gant Strollad Kallag (45 mn)

Luduennig gant daou vargodenner ampart ha leun a nerzh, Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel

17 h 15 Jean Kergrist, 78,9  pe eñvorennoù un azen : adkvaet gant Jean e fri furlukin evit kontañ e istor. Furlukin atomek, den politikel o farsal, skrivagner, leurennier, den ar media, Yann vilvicher a oar kontañ ha lakaat an dud da c’hoarzhin. (1 e 15)

D’ar sul 30 a viz Here

Lenn e brezhoneg (bannoù treset, levrioù, albomoù...) ha haiku ( (film Ronan, levrioù e brezhoneg, gallaoueg, galleg war an haiku), ha korn an iwerzhoneg.

2 e  Arzoù kaer evit ar vugale

3 e  Lennadennoù c’hoariva eus bro Iwerzhon e brezhoneg gant komedianed ar gevredigezh C’hoariva

3 e 30 : Tok 'n Emil, kontadenn divyezhek evit ar vugale, gant Awenn Plougoulm, priz kentañ kan ar bobl 2016.

5 e Penaos buhez, lâre Filo !  C’hoariva en galleg, brezhoneg hag alamaneg gant ar strolladFubudenn Kemperle

6 e  Lañset e vo kenstrivadeg haiku Taol Kurun 2017 gant ul lennadenn e brezhoneg, e galleg hag e gallaoueg war sujed an hent, dibabet ar bloaz-mañ. Gant Mai Ewen hag Annaig Kervella-Latimier.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...