Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kreizenn Verañ Penn-ar-Bed bepred er penn a-raok.
Goude bezañ bet tapet label live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg e miz Genver 2007 eo deuet a-benn Kreizenn Verañ Penn-ar-bed da gaout al label live 2 o kregiñ gant ar bloaz nevez. Ar strivoù kaer a zo bet graet betek-henn gant ar framm publik-mañ a gaso anezhañ
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne le 18/01/08 14:45

Goude bezañ bet tapet label live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg e miz Genver 2007 eo deuet a-benn Kreizenn Verañ Penn-ar-bed da gaout al label live 2 o kregiñ gant ar bloaz nevez. Ar strivoù kaer a zo bet graet betek-henn gant ar framm publik-mañ a gaso anezhañ didrabas davet al label live 3 er mizioù a zeu.

Entanet e oa Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg p'he deus roet, d'an 11 a viz Genver 2008, d'an Ao. René Fily, maer Sant-Martin-war-ar-Maez ha prezidant Kreizenn Verañ Penn-ar-Bed, label live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg.

N'eus ket bloaz c'hoazh e oa bet aozet ul lid damheñvel a-benn reiñ al label live 1 d'ar framm publik pouezus-mañ a gaver e pep departamant. Ober war-dro red-micher implijidi ar strollegezhioù lec'hel eo labour ar framm-mañ.

Divizet he doa Kreizenn Verañ Penn-ar-Bed kas da benn 25 ober. 15 a zo bet graet dija, se a zo kaoz eo bet roet al label dezhi.

E-touez ar 15 ober graet a-benn kaout al label live 2 ez eus tu da venegiñ, ouzhpenn an oberoù tro-dro d'ar c'hehentiñ, e vez stummet war ar brezhoneg un 12 gwazour bennak a labour er Greizenn Verañ hag a vo gouest, en amzer da zont, da labourat e brezhoneg gant o c'hendivizerien. Aozet eo ar stummadur-mañ gant Mervent, kreizenn stummerezh dibaouez staliet e Ploneour-Traezh.

Mod all, implijet e vez ar brezhoneg gant an dilennidi p'o devez da gomz dirak an dud da-geñver emgavioù pe lidoù ofisiel. Diskouez a reont e-giz-mañ emaint a-du gant lañs Ya d'ar brezhoneg evit adperc'hennañ ar brezhoneg ha reiñ buhez dezhañ.

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons