Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Papier -
Kroashent-tro, gant Kristian Braz
Kristian Braz pour Blaz produktion le 19/06/20 12:02
50607_1.jpg
golo al levr gant Patrick Lefko

Goude Rebetiko, un torkad istorioù all gant Kristian Braz e ti Al Liamm

Átha Cliath, 1974 : ur Breizhad aet diwar-wel goude bombezadegoù euzhus Dulenn… He mamm o klask war e lerc'h gant sikour ur c'henvroad yaouank.

Ar batriotez : e fin ar brezel, ur plac'h yaouank harzet gant an Alamaned, e seul he botez ur mesaj evit maki Sant Marsel…

Gwez : erru er gêr d'an abardaez e wel Stefan gwez e gleuz pilet gant an amezeg… imor war-lerc'h glac'har… dont a ra da soñj dezhañ komzoù e dad-kozh…

Mervel war doenn ar bed : penaos sikour un den da gavout hent ar marv mat, du-hont war an uhel.

Kroashent-tro : ur retretad disoursi oc'h ober anaoudegezh gant poanioù ha stourmoù ar bobl.

Ar Spier eus ar C'hornôg : da vare diskar ar renad komunour, ur brezhoneger yaouank e Berlin lakaet da spier en desped dezhañ.

Hiraezh ar c'holl-boued : an diskaramzer o tont war un enezennig er mor Kreizdouar… Ur Breizhad dianket ha dizarc'hant flemmet gant hiraezh e vro.

Feunteun Santez Diboan : Aziliz, plac'hig yaouank galloudoù hud ganti hep gouzout dezhi, a vez splujet e-kreiz stourmoù war-dro an dour er Menez.

Golo gant Patrick Lefko

Voir aussi :
Troour, stummer, realisatour, skriver, animatour radio
Gwelout pennadoù all Blaz produktion
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 1) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons