Priz ar Yaouankiz : setu unan eus an tri romant a vo lennet gant al liseidi.

Evel "un, div, teir..." e 2010 ez eus bet dastumet danevelloù tro-dro d'un tem. Savet oa bet d'ar mare-se pevar istor merc'hed etre 15 ha 75 vloaz gant Riwanon Kervella, Milena Krebs, Mai-Ewen ha Gwenvred Latimier-Kervella.

Ar wech-mañ eo Tinna Kraffys, Mai-Ewen, Moran Dipode, ha Milena Krebs o deus ijinet istorioù tro-dro da zazont ar re yaouank, titlet eo "Kroaz Hent". Gant pe hent mont pa vez echu gant ar vachelouriezh ? Studioù ? Un hent all ? Un hent dall ?

"Skrijus an istorioù", o doa lavaret izili ar juri : marv ur vamm, soñjoù du ur paotr yaouank o labourat en un embregerezh saverien moc'h, ur c'houblad yaouank kollet hag a chom da sevel goulennoù diehan, ...

Met istorioù du a blij d'ar grennarded, hag evito eo un doare d'en em soñjal diwar-benn o dazont dezho. Peseurt hent kemer ? Alies e vez dibabet dazont un den etre 17 ha 25 vloaz, ha da nebeutañ ez eus aze planedennoù disheñvel : e "Valparaiso" e kav he hent ar plac'h o vont tramor, e "Hent dall" e vez paouezet gant studioù mezeg evit kregiñ gant studioù koñvers, e "Roue an teilh" eo berr an hent a gas d'ar marv...

Da zont er maez a-benn nebeut.

5 euro, Keit Vimp Bev

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...