© Domaine public
Koulma ha Loeiza, sonennoù bro Gwened

Réalisation : tv bro kemperle- fea – 906 vues

29vet Taol Kurun e bro Kemperle, gant 2000 a dud gortozet : div fest noz, div abadenn sine, 250 bugel er skolioù gant Lou Jakez Suignard, ... kenderc'hel a ra ar festival gant e hent

29vet Taol Kurun e bro Kemperle, gant 2000 a dud gortozet : div fest noz, div abadenn sine, 250 bugel er skolioù gant Lou Jakez Suignard, ... kenderc'hel a ra ar festival gant e hent

E-pad ugent vloaz e oa bet aozet 100% ar festival gant kuzul skoazell Skol Diwan Kemperle. Ha goude, kemeret ar garg gant Ti Ar vro bro Kemperle, kroueet war intrudu dilennidi Kumuniezh kumunioù bro Kemperle. Goude Lenig, Claudie, setu Johanna bremañ a ra war dro ar festival, miz ar brezhoneg, kenurzhiañ ha kenbuheziñ stajoù er vro a-hed ar bloaz.

Petra vo kinniget neuze ar bloaz-mañ tro d'an tem "broioù ken burzhudus" ? Ur staj evit tañva gwin, un divizh war an heroic fantasy gant tri skrivagner, abadenn Marthe Vassalo ha Nolùen le Buhé "A vor da vor" evit ar vugale hag an dud n'o deus ket disoñjet o ene bugel...

Kroget e oa disadorn gant ur fest noz "mokdkozmik" gant strollad Ewen L'Haridon, brav ar c'han, brav ar sonerezh. Met taol kalon an danserien zo aet ivez d'an div blac'h, Koulma ha Loeiza a gan ken brav !

Devezh ar vugale aozet gant skol Diwan a zo tremenet mat, div abadenn, c'hoarioù e koad, ar bagad hag ar c'helc'h deuet da ziskouez dilhad ha binvioù sonerezh.

Dimeurzh, Jil Servat, baleadennoù louzaouañ,dgwener Elodie Jaffre hag ur grouidigezh nevez, kenlabour asambles gant Maner Kernot, kan ar bobl ar gonterien, tavarn ar bed, c'hoariva...

Tarzhañ a ra ar gurun b'ar vro... betek an 31 a viz Genver !

http://www.tiarvro-brokemperle.bzh/taol-kurun-2023/

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...