Mouezhioù merc\\\'hed Meuriad Brandivi

Setu lodenn gentañ krouidigezh ar festival : \"Deomp d\'ar friko\", peder sonenn kanet a-raok ar soubenn.

Goude kroudigezh Lors Jouin e 2010 "distro ar barzh", goude krouidigezh strollad Liamm e 2009, setu krouidigezh meuriad Brandivi, 17 den mennet, sonerien ha kanerien bro Gwened a feson, krouet ganto dindan renerezh Catherine Pasco an abadenn "Deomp d'ar friko", pe e gwenedeg flour "Greomp cher vat"

Greomp cher vat, tudoù ! Setu raktres Catherine Pasco ha Rose Devaux evit krouidigezh 2011 ar festival Taol Kurun.

Klasket o doa rekipeoù, kanaouennoù a gomze deus ar boued, fest ar pemoc'h, kanaouennoù evit lidañ ar gwin hag ar chistr ... Ha bodet tro dro da G/Katrin 17 den : ar c'houblad Drumel, leun a startijenn hag en doa kaset dezho meur a don e galleg hag e brezhoneg, he familh dezhi : he gwaz, he merc'hed Mari hag Anjela, he zri mab, ur mignon dezho a son akordeons, an amezeien Brandivi a gan ivez evel Anna hag Awena, merc'hed ar strollad Triorezed, Lenaig ha Marie-Claire. Ha daou vignon all oc'h ober a-hed an abadenn souezhadennoù a bep seurt : ar ranig, tud gant maskloù gwenn, o vountañ ur gador-ruilh 2 vetrad uhelder ...

Brav an abadenn, brav sonennoù bro Gwened. Adkavet e vez from kanerien Pleuigner, Trouzerion, tud yaouank lorc'h enno da ganañ tonioù kozh ha ken brav. Aergelc'h Europa ar reter a zo gant ar baotred : sonerezh gant treujenn gaol, akordeons, fleut a-dreuz, met sonerezh ar vro ivez evit kas ar soubenn war an daol !

Meur a vouezh a zo ivez, doare polifoni Korsika, ma faot deoc'h. Gourc'hemennoù d'ar skipailh a-bezh, gant ma vo kanet ha sonet an abadenn-se e meur a lec'h e Breizh !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...