Daou skrivagner, Maina Mallejac, skrivet ganti he eil PaV, ha Paskal Hervio, ur skrivagner boaz da ginnig levrioù d'ar re yaouank
Daou skrivagner, Maina Mallejac, skrivet ganti he eil PaV, ha Paskal Hervio, ur skrivagner boaz da ginnig levrioù d'ar re yaouank © Domaine public
Daoulagad ar werc'hez, un danevell sinet Malo Bouessel du Bourg

Réalisation : tv bro kemperle- fea – 150 vues

Un tammig evel an islandeg eo ar brezhoneg. Nebeut a lennerien, ur best seller a vez graet eus ul levr tizhet 300/500 lenner.ez gantañ-ti

Un tammig evel an islandeg eo ar brezhoneg. Nebeut a lennerien, ur best seller a vez graet eus ul levr tizhet 300/500 lenner.ez gantañ-ti.

Neuze penaos ober evit ma vefe lennerien ha lennerezed e brezhoneg ? Sketchoù berr war Internet evel Flapakarr ? Klipoù sonerezh ? Splujañ el lenn evit dizoleiñ bedoù nevez, avañturioù, beajiñ en amzer, en em lakaat e kroc'hen un den all ? Ha ma vefe skolaerien, kelennerien, tud deuet lennerien ivez ? Diaes da c'houzout ar rak hag ar perag, met poent eo kavout pluennoù nevez, tud yaouank ha kozh a lak o startijenn asambles evit ar blijadur da lenn, da eskemm, da skrivañ e ateieroù, da rannañ gant bugale a bep seurt oad ar c'hoant da c'houzout hiroc'h gant fent ha from.

Deuit disadorn da 10e30 e sal ar C'hleub e Karaez gant skrivagnerien evit ar yaouankiz, kelennerien, tud dedennet gant dazont al lenn e brezhoneg.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...