Embannet gant Mouladurioù Hor Yezh. Troet e brezhoneg gant Olivier Le Biguet.

Lazhadeg, gant Maxime Chattam, ur romant polis skrij nevez-flamm embannet gant Mouladurioù Hor Yezh. Troet e brezhoneg gant Olivier Le Biguet.

Aze emañ holl liseidi Village Academy. Un toullad munutennoù c'hoazh a-raok ar c'hentelioù. En o zouez, ur c'hrennard, ur sac'h-kein digor e-harz e dreid. Goustad e sav hemañ un arm war-du e gamaladed hag e kloz ar c'hargerioù en e c'hodelloù. Poent eo kregiñ gant al lazhadeg... Buan ec'h erru an enseller Lamar Gallineo war al lec'h. Kavout a ra korf ar muntrer : en em lazhet eo. Trumm e vo kresk d'an afer. Rak lazhadegoù all a c'hoarvez e liseoù all. Bewech, an hevelep doare. Digomprenus. Eus liseoù New York betek ribouloù ar metro, e klasko Lamar reiñ un termen d'ar c'hleñved-red-se. Arabat krediñ ar pezh a weler avat. Morse.

106 p. ; 11 x 18 cm ; 8 € ISBN : 978-2-86863-163-3