Pebezh startijenn !
Pebezh startijenn ! © Domaine public
An abadenn : le chant de la griffe

Réalisation : fea - tvbk – 589 vues

Brav al labour, fromus an tonioù, setu un taol esae kaer graet gant kaner Kate Me ha skipailh tud bro Redon, mignoned a viskoazh evel Hamon-Martin, e Plañvour. Goude an Oriant, setu krouidigezh nevez ur c'haner a gont e Breizh.

Brav al labour, fromus an tonioù, setu un taol esae kaer graet gant kaner Kate Me ha skipailh tud bro Redon, mignoned a viskoazh evel Hamon-Martin. E Plañvour, goude an Oriant, setu krouidigezh nevez ur c'haner a gont e Breizh.

Krouidigezh diwezhañ ar c'haner a oa gant daou zen, ur c'haner hag ur soner. Aze, gant c'hwec'h den war al leurenn e-pad kazi un eurvezh hanter e vez diskouezet ul labour don, gant doareoù a bep seurt da gano : laz kanañ, liesvouezhiek, liesyezhek, o reiñ da bep hini ur plas. Plas an enor a ya d'ar merc'hed a gan kalzig o-unan, o vout tal kichen Silvain hag o rein ur bern livioù d'e c'han.Plijus ar paozioù, gant ur sonenn deuet da vout ur c'han hengounel : "la rue des lilas"; hag unan all a vo, moarvat, hag a gont penaos e ya an dud war al loar pa vo distrujet pep tra war an douar. Kit da wel, rannit, ha prenit ar bladenn pa zeuio er maez !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...