Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Lena Louarn a zle dibab
Evidomp da anzav he deus kaset a-benn ul labour eus ar c'hentañ e servij ar brezhoneg, e tiogelomp ne zle ket Lena Louarn mont war listenn Le Drian Penn-ar-Bed, o
Gwenael Kaodan pour Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh le 31/01/10 5:39

Evidomp da anzav he deus kaset a-benn ul labour eus ar c'hentañ e servij ar brezhoneg, e tiogelomp ne zle ket Lena Louarn mont war listenn Le Drian Penn-ar-Bed, o vezañ ma ne c'hall ket an div garg-se mont asambles. E kement ha ma'z eo Prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e tle Lena Louarn bezañ neptu, rak ar framm-se a zo harpet gant redennoù politikel hag aozadurioù a bep seurt. Padal, dimp da c'houzout, bodad hollek Ofis ar Brezhoneg n'eo ket bet goulennet e ali digantañ eviti da vont war ar renk.

Rak-se, dre onestiz spered - ar pezh he deus diskouezet kaout betek-henn- e tle ober an dibab : pe dilezel he c'harg a Brezidantez Ofis ar Brezhoneg pe kroaziañ war he mennad da vezañ war listenn Le Drian Penn-ar-Bed.

Burev EKB

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1173 lectures.
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh
Vos 1 commentaires
Mark Kerrain Le Mardi 31 août 2010 23:27
Ne vern petra a sonjer eus anv LL war listenn ar PS eo anavezet gant an holl he deus labouret e Roazhon. Sklaer eo ne felle ket d'he mignoned politikel kaout ur brezhoneger/ur vrezhonegerez war o listenn en Il ha Gwilun. Kement se a ouiemp dija gant skoazell vut ar PS d'ar brezhoneg en afer klas divyezhek Bruz e miz Gwengolo 2010. Enep ar brezhoneg e Bro-Roazhon eo ar PS. Met sur mat eo a-du gantañ en ur c'horn bennak all.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 1) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons